Mont d’an endalc’had

Zeroubavel

Eus Wikipedia
Zeroubavel o tiskouez tres jeruzalem da Goreh gant Jacob van Loo, etre 1640 ha 1670

Zeroubavel pe Zorobabel[1] (hebraeg : זְרֻבָּבֶל ; gresianeg: Ζοροβαβέλ (Zorovavel); latin: Zorobabel) oa gouarnour proviñs persat Yehud Medinata (Hagai 1, 1) ha mab-bihan Yehoyac'hin an eil diwezhañ eus rouaned Yehouda. Unan eus levierien ar strollad kentañ a Yuzevien(war-dro 42360 a dud) a zistroas eus Babilon e penn kentañ ren Koresh e voe gant ar beleg Yehoshoua. Dre vras e soñjer e c'hoarvezas an distro-se etre 536 ha 522 KJK.

Skoazellet e voe gant an daou profed Hagai ha Zec'haria. Deskrivañ a ra Zec'haria Zeroubavel ha Yehoshoua evel "an daou olevad en em zalc'h e-kichen Aotrou an douar a-bezh" (Ze 4, 11-14)[2].

Kregiñ a reas ar gouarnour hag ar beleg-meur da adsevel an Templ. Ma kreder Zec'haria (Ze 6,11) e voe soñjet gant lod adsevel rouantelezh Yehouda pe gant ar priñs Zeroubavel pe gant ar beleg-meur met hep ober berzh.

Mazhev ha Lukas a laka Zeroubavel e-touez hendadoù Jezuz (Mzh 1,12 ha Lk 3,27)[3].

Lenn a reer diwar e benn e Levr Ezra, e Levr Hagai hag e Levr Zec'haria.

  1. (br) Troidigezh Aviel Sant Mazhev didan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 9
  2. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, pp 355-356
  3. (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p 362