Zandvoort
Zandvoort (distagañ : [1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 44,34 km² eo gorread Zaandvvort (douar : 32,09 km², dour : 12,25 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 16 616 annezad enni. Brudet eo ivez peogwir eo ur gêr gouronkañ ma kaver traezhennoù bras ha tevinier. E Zanvoort emañ ivez redva-kirri brasañ an Izelvroioù, anvet Circuit Park Zandvoort. 2gm war-du ar su ez eus ivez traezhennoù ma c'hall an dud mont da rouzañ en o noazh ha ma kaver 6 tavarn ha preti. Div gumun a ya d'ober Zandvoort : Bentveld ha Zandvoort. Un ti-gar, anvet Station Zaandvort a zo, ma c'haller tapout an tren (bep 30 munutenn) da vont da Haarlem ha da Amsterdam.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv a zo eus Zandvoort abaoe 1100, pa oa anvet Sandevoerde (diwar "sand" a dalvez traezh ha "voorde" a dalvez roudour). Betek 1722 e voe dindan dalc'h aotrouien Brederode. Stag e oa armerzh Zaandvoort ouzh ar pesketa betek an XIXvet kantved, pa voe diorroet an douristelezh. E 1828 e voe savet ar savadurioù kentañ da zegemer touristed, ha meur a zen brudet a zeuas da Zandvoort, evel Elisabeth Bavaria e 1884 hag e 1885. E-kreiz an XIXvet kantved e krogas ivez an dud da c'hounit avaloù-douar en tevinier.
Digoret e voe an ti-gar e 1881, hag ul linenn tramway da vont da Haarlem e 1899, neuze ez eas war grsk an niver a douristed. Unan eus ar filmoù kentañ aozet en Izelvroioù a voe filmet e Zaandvoort e 1905, De mésaventure van een Fransch heertje zonder pantalon aan het strand te Zandvoort e ditl.
Kalz distruj a voe e Zandvoort e-pad an Eil Brezel-Bed. D'an 23 a viz Mae 1942 e voe berzhet d'an dud mont war an traezhennoù, hag un nebeud mizioù goude e oa koulz lavarout didud kêr Zaandvoort. Kement tra aozet war an aod a voe distrujet da sevel Moger ar Meurvor Atlantel.
Kreskiñ a reas Zaandvoort goude ar brezel a-drugarez d'an douristelezh ha Circuit Zandvoort a voe savet e 1948.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr Zandvoort ez eus 17 dileuriad :
- VVD 5 dileuriad
- Ouderenpartij 4 dileuriad
- PvdA 3 dileuriad
- CDA 2 zileuriad
- SP 1 dileuriad
- Gemeentebelangen 1 dileuriad
- GroenLinks 1 dileuriad
Ul livour amerikan e Zaandvoort
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- William Merritt Chase (1849-1916) a oa ul livour amerikan eus luskad an drivliadelouriezh. E Zaandvoort eo e livas unan eus e oberennoù brudetañ anvet "Gouloù an heol ha skeud" a c'haller gwelout e mirdi Joselyn Art, Omaha, Nebraska.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Zandvoort
- IstorZandvoort
- Zandvoort 1940-2005
- Zvoort.nl : Kumuniezh Zandvoort
- Zandvoort : istor ha skeudennoù kozh
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |