Yezh VSO
Neuz
Renkadur hervez urzh ar gerioù | |
---|---|
Yezh VO
|
Yezh OV
|
SVO | SOV |
VSO | OSV |
VOS | OVS |
|
E yezhoniezh e vez implijet an termen yezh VSO evit komz eus ur yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh verb ("V") - rener ("S") - renadenn ("O") peurliesañ. Anvet e vez ivez yezh VAO, da lâret eo verb - graer ("A") - renadenn.
Yezhoù VOS eo ar yezhoù semitek, en o zouez an arabeg hag an hebraeg, ar yezhoù keltiek, en o zouez ar brezhoneg hag an iwerzhoneg, ar yezhoù aostronezek, en o zouez an tagalogeg hag an hawaiieg.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- قرأ المدرس الكتاب
- Dielfennadur kevreadurezhel (a dehoù da gleiz):
- RENADENN(al-kitāba) الكتاب RENER(al-mudarrisu) المدرس VERB(qara'a) قرأ
- Troidigezh ger-ha-ger (treuzskrivadur a gleiz da zehou):
- Qara'a ("lenn") al-mudarrisu ("ar c'helenner") al-kitāba ("al levr")
- Bíbilí ng awto si Ray
- BíbilíVERB ngRANNIG awtoRENADENN siGER-MELL RayRENER
- "Preno karr-tan Ray" = "Ray a breno ur c'harr-tan"
- Labhraíonn Mícheál Gaeilge
- LabhraíonnVERB MícheálRENER GaeilgeRENADENN
- "Komz (a ra) Mikael gouezeleg"
Eilpennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eilpennet e c'hell bezañ urzh diazez ar yezhoù nann-VSO, implijet gante an urzh VSO evit sevel frammadurioù arbennik, peurliesañ evit pouezañ war un elfenn bennak pe c'hoazh evit sevel goulennoù, da skouer:
- Stumm kadarnaat (SVO):
- El bebeu a cervexa
- ElRENER bebeuVERB a cervexaRENADENN
- "Eñ eo a evas ar bier"
- Stumm goulennata (VSO):
- Bebeu el a cervexa?
- BebeuVERB elRENER a cervexaRENADENN?
- "Hag eñ an hini eo a evas ar bier?"
RENADENN