Mont d’an endalc’had

Yael Naim

Eus Wikipedia
Yael Naim e Kraozon, 2011.

Ganet eo Yael Naim ( יעל נעים en hebraeg) e Bro-C'hall e Pariz e 1978. Pa oa 4 bloaz, ez eo aet, asambles gant he c'herent yuzev eus Tunizia, d'en em staliañ en Israel e Ramat Ha-Sharon, e-lec'h m' he deus tremenet he bugaleaj. E-pad ar mare-se e tiwan enni un entan evit ar sonerezh klasel, ha neuze eo en em lakaet d'ar piano e-pad 10 vloaz e skol-veur ar sonerezh, ha diwezhatoc'h evit ar pop, ar jazz, hag ar folk. E-pad he servij soudard he deus krouet ur strollad anvet « The Anti Collision », asambles gant piv he deus ergerzhet kleuboù Israeliz.

E 2000, e distroas da Vro-C'hall evit un « abadenn karitez ». Taolet e vez pled anezhi gant ur merour eus ti EMI ha sinet he deus ur c'hevrat goude evit he fladenn gentañ. Embannet eo bet e 2001, dindan an anv-leurenn Yael, n'eo ket deuet a-benn da zesachañ an arvesterien. Un tamm goude e voe galvet gant Elie Chouraqui, hag a ginnigas dezhi c'hoari Miriam e-barzh ar gomedienn-sonet « Les Dix Commandements », « Dek lezenn Doue ». Ezel e vo eus ar strollad-mañ e-pad 2 vloaz hanter.

E 2004, e kemeras perzh er gomedien-sonet « Spartacus le Gladiateur » savet gant Elie Chouraqui. Ar memes bloavezh, e reas anaoudegezh gant David Donatien ha kregiñ a reas da labourat gantañ war ur bladenn nevez. Ar c'henlabour-se a echuas gant ur bladenn nevez, a zo bet embannet e Bro-C'hall d'an 22 a viz Here 2007 gant label « Tôt ou tard », ha diwezhatoc'h e-barzh 18 bro all. Kroget he deus da ganañ e Bro-C'hall e 2008. E 2008, ez eo bet implijet ar ganaouenn « New Soul » gant embregerezh Apple Inc. evit e vruderezh. Dont a ra da vezañ anavezet-kenañ ha klevet e vez en « Top 10 ».

Ar memes bloavezh, e c'hounezas priz ar bladenn "sonerezhioù ar bed" gwellañ er « Victoires de la Musique ». E 2011 ha 2014 ez eas ganti priz ar ganerez wellañ er memes kenstrivadeg.

  • 2001 : In a Man's Womb
  • 2007 : Yael Naim
  • 2010 : She Was a Boy
  • 2015 : Older
  • 2016 : Older Revisited
  • 2020 : Nightsongs

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.