World Trade Center (1973-2001)
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c5/World_Trade_Center%2C_New_York_City_-_aerial_view_%28March_2001%29.jpg/220px-World_Trade_Center%2C_New_York_City_-_aerial_view_%28March_2001%29.jpg)
Ar World Trade Center a veze graet eus ur greizenn 7 tour uhel e traoñ Manhattan, New York City, e Stadoù Unanet Amerika. Brudet e oa evit an daou dour uhel gevellet, a oa bet digoret d'ar 4 a viz Ebrel 1973, hag a voe distrujet d'an 11 a viz Gwengolo 2001 e-pad Gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001. Distrujet e oant bet d'ar mintin, ha dre o flastradenn e voe kaset d'an traoñ ar peurrest eus ar savadurioù a yae d'ober ar greizenn. Dismantroù ar savadurioù a voe razhet evit adsevel ur greizenn nevez.