Woody Allen
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Heywood Allen |
Anv ganedigezh | Allan Stewart Konigsberg |
Anv-bihan | Heywood, Allan, Stewart |
Anv-familh | Allen, Konigsberg |
Moranv | Woody |
Anv berr | Woody Allen |
Deiziad ganedigezh | 30 Du 1935 |
Lec'h ganedigezh | Bronx |
Tad | Martin |
Mamm | Nettie Königsberg |
Breur pe c'hoar | Letty Aronson |
Pried | Soon-Yi Previn |
Kompagnun(ez) | Diane Keaton, Mia Farrow |
Bugel | Ronan Farrow, Moses Farrow, Dylan Farrow, Manzie Tio Allen, Bechet Dumaine Allen |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Implijer | New School |
Bet war ar studi e | New York University Tisch School of the Arts, Midwood High School, New York University |
Floruit | 2020 |
Deroù ar prantad labour | 1950 |
Strollad etnek | Yuzevien amerikan |
Relijion | yuzevegezh, agnostegezh |
Benveg sonerezh | clarinet |
List of works | Woody Allen bibliography |
Filmography | Woody Allen filmography |
Anvet diwar | Woody Herman |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, Writers Guild of America, East |
Label sonerezh | Capitol Records |
Lec'hienn ofisiel | https://www.woodyallen.com/ |
Kont war | Substack |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, Harvard Film Archive |
Rummad tost | Category:Films directed by Woody Allen, Category:Films with screenplays by Woody Allen |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Bibliography | Woody Allen bibliography |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Woody Allen, pe Allan Stewart Konigsberg e wir anv, zo ur c’homedian, un aozer senariooù hag ur sevener-filmoù amerikan. Ganet eo bet d’an 30 a viz Du 1935 hervez meur a holloueziadur[1] pe d’ar 1añ a viz Kerzu 1935 hervez e vuhezskrid[2], e Brooklyn. Dimezet eo bet div wech ha tri bugel en deus, unan anezho bet advabet gantañ. E 1997 e timezas da Soon-Yi Previn, adverc’h Mia Farrow a oa bet e gompagnunez. E 1952, e-ser studiañ en High School Midwood, e skriv fentigelloù en ur gazetenn. Goude-se ez a war ar vicher gagman (aozer fentigelloù) e servij farserien evel Bob Hope ha Buddy Hackett, hag e 1957 e teu da vezañ skridaozer abadenn skinwel Garry Moore. Ur skrivagner eo ivez (pezhioù-c’hoari, romantoù ha danevelloù zo bet skrivet gantañ). Woody Allen zo unan eus filmaozerien amerikan vrudetañ an daou-ugent vloaz tremen, a-dra-sur unan eus ar re a sav ar muiañ a filmoù. Lod a lavar ez eo ivez unan eus ar re europeanañ. Troet eo dreist-holl gant ar c’homediennoù buhezegezh, diazezet war ar bredelfennerezh alies, daoust ma pled a-wechoù gant seurtoù filmoù all. En un toullad mat eus e filmoù e vez aktor ivez, ha peurliesañ e c’hoari un dudenn tost a-walc’h outañ e-unan, flemmskeudenn un den a spered yuzev (hag ar fent yuzev) newyorkat, hag eñ skoet gant barradoù anken skrijus ha fentus war un dro. Woody Allen ne c’hall ket padout gant ar c’hoant aozañ filmoù : abaoe penn kentañ ar bloavezhioù 1970, pa oa krog da dapout brud, n’eo ket paouezet a filmañ. Tost ur film ar bloaz a vez sevenet gantañ, ar pezh a zo un taol-kaer e-keñver padusted hag ingalded e produerezh ur filmaozer. Ur soner klarinetenn eo ivez. Savet en deus ul laz-seniñ jazz ha mont a ra war al leurenn gantañ.
Arroudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hir eo ar beurbadelezh, war an diwezh dreist-holl.
- Dre forzh selaou Wagner e vezan gant ar c’hoant aloubiñ Polonia.
- Ne c’houlan nemet ur sin digant Doue ! Ken nemet lakaat ur bern arc’hant war ur gont-bank suis em anv, da skouer.
- Peseurt diforc’h zo etre ar blijadur revel hag ar marv ? Mervel a c’hallit ober hoc’h-unan-penn ha den ebet ne ray goap ac’hanoc’h.
- Ar vuhez zo ur preti bihan, fall ha ker. Ouzhpenn-se eo re verr.
- Me zo ganet er feiz hebraek, met goude on bet gounezet d’an narsisegezh.
- N'on ket spontet rak ar marv, met gwelloc'h e kavan bezañ en ul lec'h all pa teuio.
Filmoù evel aktor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1965 : What's New, Pussycat? (Quoi de neuf, Pussycat ?) gant Clive Donner
- 1967 : Casino Royale gant John Huston, Ken Hughes, Robert Parrish, Joe McGrath, Val Guest
- 1972 : Play it Again, Sam (Tombe les filles et tais-toi) gant Herbert Ross
- 1976 : The Front (Le Prête-nom) gant Martin Ritt
- 1990 : Scenes From a Mall (Scènes de ménage dans un centre commercial) gant Paul Mazursky
- 1998 : Antz (FourmiZ) gant Eric Darnell ha Tim Johnson
Filmoù evel sevener hag aktor a-wechoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1966 : What's Up, Tiger Lily? (Lily la tigresse)
- 1969 : Take the Money and Run (Prends l'oseille et tire-toi)
- 1971 : Bananas
- 1972 : Everything You Always Wanted to Know About Sex (But Were Afraid to Ask) (Tout ce que vous avez toujours voulu savoir sur le sexe sans jamais oser le demander)
- 1973 : Sleeper (Woody et les Robots)
- 1975 : Love and Death (Guerre et amour)
- 1977 : Annie Hall
- 1978 : Interiors (Intérieurs)
- 1979 : Manhattan
- 1980 : Stardust Memories (Stardust Memories)
- 1982 : A Midsummer Night's Sex Comedy (Comédie érotique d'une nuit d'été)
- 1983 : Zelig
- 1984 : Broadway Danny Rose
- 1985 : The Purple Rose of Cairo (La Rose pourpre du Caire)
- 1986 : Hannah and Her Sisters (Hannah et ses sœurs)
- 1987 : Radio Days
- 1987 : September
- 1988 : Another Woman (Une autre femme)
- 1989 : "Oedipus Wrecks" (Le Complot d'Œdipe), unan eus filmoù berr New York Stories
- 1989 : Crimes and Misdemeanors (Crimes et délits)
- 1990 : Alice
- 1992 : Shadows and Fog (Ombres et brouillard)
- 1992 : Husbands and Wives (Maris et femmes)
- 1993 : Manhattan Murder Mystery (Meurtre mystérieux à Manhattan)
- 1994 : Bullets Over Broadway (Coups de feu sur Broadway)
- 1995 : Mighty Aphrodite (Maudite Aphrodite)
- 1996 : Everyone Says I Love You (Tout le monde dit I love you)
- 1997 : Deconstructing Harry (Harry dans tous ses états)
- 1998 : Celebrity
- 1999 : Sweet and Lowdown (Accords et désaccords)
- 2000 : Small Time Crooks (Escroc mais pas trop)
- 2001 : The Curse of the Jade Scorpion (Le Sortilège du scorpion de jade)
- 2002 : Hollywood Ending
- 2003 : Anything Else (La Vie et tout le reste)
- 2004 : "Melinda and Melinda" (Melinda et Melinda)
- 2005 : Match Point
- 2006 : Scoop
- 2007 : Cassandra's Dream
- 2008 : Vicky Cristina Barcelona
- 2009 : Whatever Works
Prizioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oscar ar sinema evit ar gwellañ film gant Annie Hall
- Oscar ar gwellañ sevener gant Annie Hall
- Oscar ar gwellañ senario gant Hannah and Her Sisters
- Oscar ar gwellañ senario gant Annie Hall
- Golden Globe ar gwellañ senario gant The Purple Rose of Cairo
- César evit ar gwellañ film estren gant The Purple Rose of Cairo
- César ar gwellañ film estren gant Manhattan
- British Academy Award ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
- British Academy Award ar gwellañ film gant The Purple Rose of Cairo
Danvez loreadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ film gant Hannah and Her Sisters
- Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ sevener gant Bullets Over Broadway ; Crimes and Misdemeanors ; Hannah and Her Sisters ; Broadway Danny Rose ; Interiors
- Danvez loreadurioù evit Oscar ar gwellañ senario gant Deconstructing Harry ; Mighty Aphrodite ; Bullets Over Broadway ; Husbands and Wives ; Alice ; Crimes and Misdemeanors ; Radio Days ; The Purple Rose of Cairo ; Broadway Danny Rose ; Manhattan ; Interiors
- Danvez loreadur evit Oscar ar gwellañ aktor gant Annie Hall
- Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ film gant Everyone Says I Love You ; Hannah and Her Sisters ; The Purple Rose of Cairo ; Manhattan ; Annie Hall
- Danvez loreadurioù evit Golden Globe ar gwellañ sevener gant Hannah and Her Sisters ; Interiors
- Danvez loreadur evit Golden Globe ar gwellañ aktor gant Annie Hall
- Danvez loreadurioù evit César ar gwellañ film estren gant Manhattan Murder Mystery ; Husbands and Wives ; Alice ; Hannah and Her Sisters
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Getting Even (1971)
- Without Feathers (1975)
- Side Effects (1980)
- Woody Allen on Woody Allen (1995)
- Stephan Reimertz : Woody Allen : Eine Biographie, Reinbek 2000 ISBN 3499611457 (en alamaneg)
- Jean-Philippe Guerand : Woody Allen, Rivages Cinéma 1989-1991-1995 ISBN 2869309937
- Yannick Rolandeau : "Le cinéma de Woody Allen", Aléas, 2006 ISBN 2843011442
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aotrou Filmaozer / Istor ar Sinema / Poltredoù Filmaozerien (Woody Allen) ...
- Buhezskrid, koñchennoù hag ur bern arroudennoù gant Woody Allen
- Ldainfos.com – Un dibab liammoù a-zivout Woody Allen
- Buhezskrid hag un nebeud arroudennoù gant Woody Allen
- Un teuliad klok diwar-benn Woody Allen : barnadennoù eus e filmoù pennañ, filmadurezh klok, buhezskrid
- "Ar godiserezh evit nompas kaout aon" (diwar-benn Anything Else), Yannick Rolandeau
- "Daou du doubl Woody Allen" (diwar-benn Melinda and Melinda), Yannick Rolandeau
- Un displegadenn eus filmoù Woody Allen