Wolfram (tungsten)
- Gant ar ger Wolfram e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Wolfram (disheñvelout).
| ||||
---|---|---|---|---|
Tantalom – Wolfram – Reniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 74 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 6 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 183,84 ±0,01 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d4 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 12, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 6 Oksidenn drenkek skañv | |||
Tredanleiegezh | 2,36 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 770 kJ/mol 2 : 1 700 kJ/mol | |||
Skin atomek | 135/193 pm (arsellet/jedet) | |||
Skin kenamsav | 162 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 19,25 g/cm3 | |||
Teuzverk | 3 422 °C | |||
Bervverk | 5 555 °C | |||
Tredanharzusted | 52,8 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
1 cm3 eo ec'honad an diñs wolfram
| ||||
Un elfenn gimiek eo ar wolfram ; W eo e arouez kimiek, 74 e niver atomek ha 183,84 e dolz atomek. Ur metal ardreuzat eo. Tungsten eo anv all an elfenn-mañ, gant an hevelep arouez W.
Eus ar c'hailhoù anvet wolframit (FeWO4/MnWO4) ha scheelit (CaWO4) e tenner wolfram.
Sina e voe ar c'henderc'her pennañ e 2011 (60 000 tonennad), heuliet gant Rusia (3 100 t), Kanada (2 000 t), Portugal (1 300 t), Bolivia (1 200 t) hag Aostria (1 100 t) ; un 3 400 t bennak a voe kenderc'het er broioù all.
Sina eo ar vro ma vez arveret ar muiañ a wolfram ivez[1].
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wolfram (1747)
Alamaneg Wolfram, Wolform (1562), a orin dianav. Bez' e c'hall ar ger bezañ ur c'henaoz eus Wolf "bleiz" ha Rahm "dienn", hogen an eil elfenn a c'hallje dont eus ar c'hrennalamaneg uhel ram "huzil", "saotradenn" en abeg ma tegase ur c'holl bras en argerzh ar c'henderc'hañ staen.
An anv-se a voe roet d'an elfenn 74 gant ar c'himiour svedat Johan Gottschalk Wallerius e 1747.
- Tungsten (1781)
Svedeg tungsten, eus tung "pounner" ha sten "maen", bet goveliet gant ar c'himiour svedat Carl Wilhelm Scheele pa zizoloas an elfenn 74[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1781 e kavas Carl Wilhelm Scheele un drenkenn nevez en un tamm tungsten (a vo anvet scheelite diwezhatoc'h), a anvas trenkenn dungstenek ; e geneil Torbern Bergman a lavaras neuze e vije marteze tro da gaout ur metal nevez diwar an drenkenn-se.
E 1783, ar vreudeur Juan José ha Fausto Elhúyar, kimiourien spagnat anezho, a gavas ivez un drenkenn nevez, en un tamm wolframit ar wezh-se, a oa heñvel-mik ouzh an hini bet dizoloet e Sveden. Dre ziren an drenkenn gant glaou-koad e teujont a-benn da hiniennekaat an elfenn nevez.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur metal ral, liv an arc'hant ha lufrus eo ar wolfram en e stad glan. Kalet-kenañ ha diaes da labourat eo, daoust dezhañ bezañ puzuilh a-wezhioù. En e stad peurc'hlan hepken e teu blotoc'h (met kaletoc'h c'hoazh eget an dir) ha govelius, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Tost da 20 gwezh hini an dour eo douester (19,25 g/metr/cm3) ar wolfram ; ar metal diaesañ da deuziñ eo : ar c'harbon hepken, a-douez an holl elfennoù kimiek, zo uheloc'h c'hoazh e deuzverk.
Kimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne zazgwered ket ar wolfram gant dour pe aer da 20°C. E gwrezverkoù uhel e ro trioksidenn wolfram WO3. Digemm ivez e chom gant an darn vuiañ eus an trenkennoù ha gant ar bazennoù.
Disheñvel eo an traoù avat gant an halogenoù : diouzhtu e tazgwered W gant ar fluor 9F da reiñ WF6 ; e 250 °C e tazgwered gant klor 17Cl (> WCl6) ha gant brom 35Br (> WBr6).
Izotopoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp izotop eus ar wolfram a gaver en natur. Wolfram-184 (184W) eo an hini paotañ (30,64% eus an izotopoù W), heuliet gant W-188 (28,43%), W-182 (26,50%), W-183 (14,31%) ha W-180 ( 0,12 %).
Tregont skinizotop zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ W-181 gant un hanter-vuhez a 121,2 devezh (1,3 x 1019 bloavezh eo hanter-vuhez 184W).
Arver
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 60% eus ar wolfram a vez kenderc'het a ya da fardañ karbidenn wolfram (WC) ; da greñvaat an dir ha da fardañ kendeuzadoù ez a ar peurrest. Nebeutoc'h eget 10% eus ar wolfram a vez implijet e greanterezh ar gimiezh da fardañ kenaozadoù estreget WC.
Karbidenn wolfram
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur prierezh zo eus karbidenn ar wolfram, ur metal n'eus ket.
- Metalouriezh, mengleuzerezh, kalvezerezh, greanterezh an eoul-maen : lavnennoù ha danvezioù-raskañ.
- Bravigerezh : gwalennoù na zilufront ket (met bresk a-walc'h int), erlec'hiañ ouzh aour ha platin.
- Sina a werzh barrennoù wolfram gwisket gant aour evit ar bravigerezh (lod a servij ivez evel falsaour).
Kendeuzadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kement ardinvink a rank labourat e gwrezverkoù uhel.
- Tammoù kefluskerioù, korzennoù-skarzhañ, orjalennoù-tommañ ar fornioù-tredan, hag all.
- Kement tamm metalek a rank labourat en ur metoù trenk, gleb, sall.
- Bannoù an troellrodoù beuzet er mor a-benn kenderc'hañ tredan.
- Livuzennoù greantel.
- A-hed an Eil brezel-bed e voe arveret wolfram evit kreñvaat an dir a yae da fardañ armoù, alese ar gwask a voe lakaet war Bortugal — a oa dija ar c'henderc'her pennañ en Europa — koulz gant an Nazied, o c'hevredidi hag o enebourien.
Kimiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sulfidenn wolfram : lenkrer e gwrezioù uhel, trelusker.
- Oksidennoù wolfram : prierezhioù, treluskerioù.
- Haloù wolfram : klogorennoù-gouloù, greanterezh nukleel, mezegiezh (skinskeudennerezh dre skinoù X), greanterezh al lêr.
- Sielloù metal-gwer, pa goeñv ar wolfram er wrez en hevelep doare ha gwer borosilikat (an doare gwer a vez gwerzhet dindan an anv Pyrex).
- Kenaozadoù mezell, da erlec'hiañ ouzh ar plom.
- Ur gwiskad wolfram a lakaer war ar c'henstokoù tredanel.
- Binvioù-soudañ, amredoù kevanek, elektrodoù, filmoù metalek war silikiom da erlec'hiañ ouzh an dareoù funiegezh boas.
Implijoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre m'eo ar wolfram ur metal uhel-tre e zouester :
- Pouezioù, enep-pouezioù, lastroù e kilhoù ar bigi hag e lostoù kirri-nij ha kirri Formulenn 1.
- Biroùigoù da c'hoari.
- Touelloù evit pesketa.
- Kerdin metalek evit ar binvioù-seniñ.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 02 DU 2012
- ↑ Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 02 DU 2012
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |