Mont d’an endalc’had

Wolfgang Amadeus Mozart

Eus Wikipedia
Wolfgang Amadeus Mozart
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPrince-Archbishopric of Salzburg Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohann Chrysostomos Wolfgang Gottlieb Mozart Kemmañ
Anv ganedigezhJoannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart Kemmañ
Anv-bihanWolfgang, Amadé Kemmañ
Anv-familhMozart Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Gen 1756 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSalzburg Kemmañ
Deiziad badeziant28 Gen 1756 Kemmañ
Deiziad ar marv5 Kzu 1791 Kemmañ
Lec'h ar marvVienna Kemmañ
Abeg ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt. Marx Cemetery Kemmañ
TadLeopold Mozart Kemmañ
MammAnna Maria Mozart Kemmañ
Breur pe c'hoarMaria Anna Mozart Kemmañ
PriedConstanze Mozart Kemmañ
BugelKarl Mozart, Franz Xaver Wolfgang Mozart Kemmañ
FamilhMozart family Kemmañ
Den heverkJoseph Haydn Kemmañ
Yezh vammalamaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridalamaneg Kemmañ
ImplijerCount Hieronymus von Colloredo, Joseph II an Impalaeriezh Santel Kemmañ
StudierJohann Nepomuk Hummel, Franz Xaver Süssmayr, Barbara Ployer, Thomas Attwood, Ignaz von Seyfried Kemmañ
Bet studier daJohann Schobert, Johann Christian Bach, Leopold Mozart, Giovanni Battista Martini Kemmañ
Lec'h annezMozart's birthplace Kemmañ
Lec'h labourSalzburg, Vienna, Olomouc Kemmañ
Deroù ar prantad labour1761 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1791 Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
KleñvedMozart ear Kemmañ
List of workslist of compositions by Wolfgang Amadeus Mozart, list of operas by Wolfgang Amadeus Mozart Kemmañ
LuskadClassical period Kemmañ
TachennClassical period, sardana, chamber music, C'hoarigan, sinfonienn Kemmañ
Levezonet gantJohann Joseph Fux, Johann Sebastian Bach Kemmañ
Prizioù resevetOrder of the Golden Spur Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.tekstowo.pl/wykonawca,wolfgang_amadeus_mozart.html, https://www.tekstowo.pl/wykonawca,wolfgang_amadeusz_mozart.html Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadProcuratoria di San Marco musical archive, Royal Collections of the Netherlands Kemmañ
Rummad tostCategory:Compositions by Wolfgang Amadeus Mozart Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Critical catalogueKöchel catalogue Kemmañ
Documentation files atSAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E66) Kemmañ
"Mozart Bologna"

Wolfgang Amadeus Mozart (distagadur alamanek: [ˈvɔlfɡaŋ amaˈdeus ˈmoːtsaʁt]), Johannes Chrysostomus Wolfgangus Theophilus Mozart eus e anv badez, (27 a viz Genver 1756 e Salzbourg - 5 a viz Kerzu 1791 e Vienna), a oa ur muzikour hag ur sonaozour.

Wolfgang Amadeus Mozart ne oa ket aostrian : ganet eo bet e kêr Salzbourg d'ar mare ma oa ur briñselezh arc'heskobel dindan beli an Impalaeriezh santel roman german. Eus Augsburg e oa e dad Leopold Mozart (1719–1787), a oa kelenner war ar sonerezh ha violoñser. Eus Sankt Gilgen, e bro Salzbourg, e oa e vamm Anna Maria Pertl (1720–1778). Ar yaouankañ eus un torad seizh a vugale e oa Wolfgang Amadeus, hag an hini nemetañ gant e c'hoar henañ Maria Anna en deus bevet koshoc'h eget ar vugaleaj.

A-vihanik e oa donezonet-dreist Mozart. Pevar bloaz e oa pa grogas e dad da stummañ anezhañ. D'e bemp bloaz e oa krog da gompoziñ dija, hag ur mailh e oa war ar violoñs hag ar c'hlavieroù, ken e voe kaset gant e dud da seniñ dirak aristokrated e meur a vro en Europa (1764-1767). E-pad tri bloaz hanter e redjont bro, hep distreiñ d'ar gêr gwech ebet. E-kerzh o zroiad e chomjont a-sav en un toullad kêrioù – München, Vienna, Pariz, Zürich, Amsterdam pe c'hoazh Londrez, lec'h m'en em gavas gant Johann Sebastian Bach. Diwezhatoc'h e veajas Mozart hag e dad en Italia, dre deir gwech, ha mont da seniñ e Bologna, Roma ha Milano da skouer (etre 1769 ha 1773).

Ur wech distro da Salzbourg, d'e 17 vloaz, e krogas da labourat evel soner ha saver tonioù e lez an Arc'heskob. Meur a goñserto a gompozas, evit ar violoñs da gentañ hag ar piano da c'houde. Ne gave ket dezhañ e oa Salzbourg evitañ avat : re vihan ar gêr, re zister ar gopr, hag ur ralentez e veze an operaoù enni. Reiñ a reas e zilez ha mont da glask fred e lec'h all : lerc'h-ouzh-lerc'h e labouras e Mannheim, Pariz ha München (1777-1779). Pa ne oa ket gwelloc'h e teuas en-dro da Salzbourg a-benn ar fin da labourat evel soner ograoù ha penn-violoñser evit an Arc'heskob. Buan e savas trouz etrezo avat, abalamour ma ne felle ket d'an den a iliz lezel Mozart da seniñ evel a gare, evit tud all. En diwezh e voe roet e sac'h d'ar muzikour (1781), en despet d'e dad.

Wolfgang Amadeus a zivizas ober e annez e Vienna ha labourat evel soner piano dizalc'h. Eno e skoulmas un darempred karantez gant Constanze Weber, en doa anavezet gant he familh e Mannheim. E 1782 e timezjont hep aotre o div familh. C'hwec'h bugel o deus bet Wolfgang ha Constanze, met pevar anezho zo marvet ez vihan. Etre 1782 ha 1785 e sonas ingal Mozart an oberennoù savet gantañ, koñsertoioù peurvuiañ, e lec'hioù feurmet gantañ e Vienna ha dirak tud hag a estlamme gant ar pezh a glevent. E 1784 e sonas gant Joseph Haydn, a vamas ouzh donezonoù paotr Salzbourg (« ar sonaozer barrekañ am eus-me anavezet, dezhañ goustoù ha donezonoù eus an dibab »). Adalek 1784 e krogas Mozart da sevel operaoù kentoc'h, gant skoazell an Italian Lorenzo Da Ponte evit an testennoù kanet.

Daoust dezhañ da vezan tapet brud e Vienna, ha skoazell an impalaer Joseph II adalek miz Kerzu 1787, e veze start ar jeu gantañ a-wechoù. Abalamour d'ar brezel etre Aostria ha Turkia e voe bihanoc'h gopr an arzourien e 1788. Mozart n'en doa ket arboellet arc'hant : dilojañ diouzh kreiz-kêr a rankas ober gant e diegezh, ha dindan dle en em vountas. Mont a reas da Alamagn da seniñ, div wech, abalamour da lakaat ar pod da virviñ (1789 ha 1790). E 1791 e wellaas e stad, ar pezh a roas kalon dezhañ da gompoziñ traoù nevez, en o zouez oberennoù eus ar re vrudetañ evel Die Zauberflöte hag e Requiem.

E miz Gwengolo 1791 e voe skoet klañv e Praha. Miz goude e oa aet an droug war washaat, ken e rankas chom war e wele, gant e wreg hag e c'hoar-gaer oc'h ober war e dro. Daoust da se e klaskas peurlipat ar Requiem. D'ar 5 a viz Kerzu ez eas da Anaon, d'an oad a 35 bloaz. N'ouzer ket petra a voe kaoz d'e varv, ha gant-se ez eus bet graet martezeadoù sirius-pe-siriusoc'h – lod a gred dezho ez eo bet ampoezonet.

Ur soner dreist-ampart e oa gant ar piano hag ar violoñs, hag ur c'hompozer prim e spered ha fonnus e labour. Un oberenn puilh ha liesseurt en deus laosket war e lerc'h : ouzhpenn 600 pezh en deus savet e-pad e vuhez. Gant holl stiloù sonerezh e vare en deus pledet, gant an hevelep ampartiz bep taol : simfoniennoù, koñsertoioù, nozkanoù, operaoù, sonerezh kambr, tonioù iliz, re evit al lazoù-kanañ hag ur Requiem. E-mesk ar re anavezetañ emañ an operaoù (Le nozze di Figaro, Don Giovanni, Così fan tutte ha Die Zauberflöte) hag ar simfoniennoù (E muiañ, G leiañ ha C muiañ). En amzer Mozart e veze meulet e labour dija, daoust ma veze kavet kemplezh e operaoù a-wechoù, gant ar c'hoarierien koulz hag an arvesterien. Abaoe an XIXvet kantved e vez kontet ar pezh en deus savet da vezañ ur bennoberenn eus ar sonerezh klasel. Hiziv an deiz e vez barnet evel unan eus ar vuzikourien wellañ en istor ar sonerezh, ha bras-bras eo bet e levezon, kalz pelloc'h evit e bed ar muzik klasel. Unan eus an arzourien vrudetañ eo ivez er bed-holl.

Kavadenn e Naoned

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pajennad sonerezh Mozart kavet e Naoned.

Kavet e oa bet e Naoned e 2006 ur bajennad sonerezh skrivet gant Mozart, a zo bet anavezet e 2007 gant un arbennigour aostrian. E 2008 e oa kroget kazetennoù ar vro, ha re Bariz, d'ober un tamm brud d'an afer.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]