Mont d’an endalc’had

Winchester Model 1897

Eus Wikipedia
Winchester Model 1897
Skeudenn ar pennad Winchester Model 1897

Ur fuzuilh-pomp Winchester Model 1897
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Fuzuilh-pomp
Munisionoù Kalibr 12
Kalibr 16
Produer Winchester Repeating Arms Company
Mare produiñ 1897 - 1957
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,6 kg
Hirder 997 mm
Hirder ar c'hanol 510 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger korzennek 5 pe 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Winchester Model 1897 zo ur fuzuilh-pomp ijinet gant John Browning ha produet gant an embregerezh stadunanat Winchester Repeating Arms Company etre 1897 ha 1957. Unan eus armoù-tan brudetañ ar merk eo.

Ar Winchester Model 1893 ijinet gant John Browning a oa unan eus ar fuzuilhoù-pomp kentañ. Ne voe ket gwerzhet mat abalamour d'un nebeud sioù ha d'ar fed e oa un tamm bihan ha bresk evit degemer ar c'hartouchennoù-chase 67 ha 70 mm implijet d'ar poent-se. John Browning a renkas neuze kudennoù an M1893 en ur wellaat sistem serriñ ar gulasenn hag en ur ziblasañ an toull-distrinkañ war ar c'hostez[1].

Ar Model 1897 a voe dibabet gant arme ar Stadoù-Unanet, a implijas anezhi adalek ar brezel a-enep ar Filipinez etre 1899 ha 1902. Servijout a reas stank da vare ar Brezel-bed Kentañ, en desped da glemmoù ofisiel ar gouarnamant alaman a lavare ez ae an arm a-enep da eil emglev Den Haag (1907), a verze implij armoù a zegase poanioù diret, abalamour d'ar plomoù-chase tennet gantañ. Implijet e veze an arm evit gwareziñ postoù-evezhiañ distro da skouer, e-lec'h ma oa efedus evit reiñ ur galloud-tan uhel da soudarded taget gant enebourien niverusoc'h[2]. Talvoudus e c'hallje bezañ bet ar Model 1897 evit tennañ en trañcheoù strizh en ur leuniañ ar spas gant kalz bannadelloù war un dro da vare un argadenn, met ne voe ket implijet kalz evit se abalamour d'he hirder ha da goñdisionoù gleb ha lous al lec'hioù-emgann[1]. Un adstumm eus ar Model 1897 a voe implijet er brezel dreist-holl : ar Riot Gun , dezhañ ur vaionetez, lesanvet war-lerc'h Trench Gun[3].

Un arm boutin e voe e-mesk kalz familhoù stadunanat hag etre daouarn poliserien ar vro er bloavezhioù 1920[3]. Paouezet e voe gant ar produiñ e 1957. Ar Winchester Model 1912 zo ur stumm hep ki deveret anezhañ.

  1. 1,0 ha1,1 (en) CAMPBELL Dave, The Winchester Model 1897: A Look Back, war American Rifleman, 15/07/2020 (lennet d'ar 05/09/2024)
  2. (en) WILLIAMSON Harold F., Winchester, the gun that won the West, Washington DC: Combat Forces, 1952, pp. 158-159
  3. 3,0 ha3,1 (en) Gangster Guns: Winchester Model 1897 & Model 12 12GA, war lec'hienn Guns&Ammo (gwelet d'ar 05/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan