Welf
Neuz
Welf, pe Hwelf, pe Welf Iañ (778 - 825), aotrou Altdorf ha Ravensburg en Bavaria en IXvet kantved, a oa mab d'un den anvet d'un den anvet Rothard, pe Rothard Metz, a oa kont Argegau (715 - 776) ha d'e bried Hermenlindis (725 - 787). Eñ eo kentañ hendad anavezet da dierniezh ar Welfed.
Meneg zo anezhañ ur wech en dihelloù, pa zimezas e verc'h d'an impalaer e 819.
Pried ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da ur verc'h da Heilwige (war-dro 775-833), a voe abadez Chelles, ha pevar bugel o doe:
- Judit Bavaria, pried Loeiz an Deol, a oa impalaer ar C'hornôg adalek 814betek 840, ha mervel a eure e 843;
- Rodolf, († 866), kont Sens ha Ponthieu, abad diveleg Jumièges ha Saint-Riquier
- Konrad Iañ Bourgogn lesanvet Konrad kozh , kont Pariz ha kont Auxerre, hendad rouaned Bourgogn
- Emma Bavaria, pried da Loeiz Germania, marvet e 876.