Voteg
Voteg (Vod) | |
---|---|
Hogozik marv | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Rusia ( Ingria) |
Rannved : | Norzh Europa |
Komzet gant : | 20 pe nebeutoc'h |
Familh-yezh : | Yezhoù ouralek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | fi |
ISO 639-2 | fin |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | VOT |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh finnek-ougrek eo ar voteg komzet gant nebeutoc'h eget 20 den kozh (2005) e div gêriadenn vihan eus Ingria (Krakolye ha Luzhitsy) e bann Kingisepp e Rusia. Tost-tre eo ouzh estoneg.
War zigresk ez ae ar yezh er XIXvet kantved dija dindan wask ar rusianeg - na oa nemet 1 000 komzer goude ar Brezel-bed Kentañ - met buanoc'h ez eas e ziskar dindan ren an Unvaniezh Soviedel pa zigreskas poblañs ar Voted a 90% etre 1926 ha 1959. Meur a rannyezh a oa :
- Kornôg
- Reter
- Kukkusi
- Kreevin (e Latvia)
Aet eo rannyezh Kreevin da get en XIXvet kantved hag hini ar reter er bloavezhioù 1960.
Doare skrivañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'he deus ar voteg doare-skrivañ ofisiel ebet, met bez' ez eus meur a zoare-skrivañ nann-ofisiel. Reoù 'zo a implij al lizherenneg kirillek, tra ma ra reoù arall gant ul lizherenneg latin heñvel a-walc'h ouzh re ar yezhoù baltek-finnek arall.