Mont d’an endalc’had

Verliebt in Berlin

Eus Wikipedia

Verliebt in Berlin (c'hoari gerionù, ""Karantez evit/e [[Berlin"), Le destin de Lisa e ditl gallek, zo un istor alamanek skignet war ar skinwel gall TF1 dibaoe an 8 a viz Genver 2007.
Skignet eo bet en Alamagn adalek an 28 a viz C'hwevrer 2005, e Suis ha Kebek e vez adkavet an istor mañ ivez.
Ar rannstirad kentañ ez eus 364 rann enni.

Un dimezell yaouank anvet Lisa Plenske, 24 bloaz dezhi, ur plac'h sirius, jentil, speredek anezhi, eo harozez ar stirad. Met ne vez gwelet warni nemet tres ur plac'h lentik ha gwisket fall.
O vevañ e Göberitz, e bannlev Berlin, gant he c'herent emañ Lisa. O klask labour emañ-hi ; kavout a ra ur post e Kerima Moda, un embregerezh anavet er bed a-bezh war dachenn an dilhaderezh, evel sekretourez dindan karg Frédéric Seidel. Met nac'het eo ar post-mañ outi rak n'eo ket Lisa gwisket cheuc'h a-walc'h evit labourat e "bed ar c'hiz" dre vras. Kinniget ez eus dezhi labourat evel servijourez e kafedi Kerima.
Un nozvezh, e-keit ma oa bet aozet ul lid, e savete Lisa he rener, dre-se ez eo asantet Lisa evel sekretourez Frédéric Seidel. Diaes eo al labour nevez eviti er penn-kentañ, goap a vez graet outi gant ar re all ha gant he fatrom Frédéric Seidel ivez.
Trist eo Lisa rak karantez a vag evit David Seidel.

An aktourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2005 : Deutscher Fernsehpreis (Priz ar Skinwel alaman) evit ar gwellañ stirad pemdeziek
  • 2006 : Rose d'Or (Priz ar Skinwel er bed a-bezh) evit ar gwellañ stirad, hag evit an aktourez wellañ (Alexandra Neldel)