Uppsala
Neuz
Uppsala (distaget [ɵpˈsɑːla]) zo ur gêr e-kreiz Sveden, brudet dreist-holl abalamour d’he skol-veur, an hini goshañ er vro hag e Skandinavia a-bezh. Sez arc’heskob Iliz Sveden eo ivez.
Lec’hiet eo Uppsala war-hed 70 km en norzh da Stockholm. Kêr-benn velestradurel kontelezh Uppsala eo. War-dro 180 000 a annezidi zo, ha gant se ez eo Uppsala ar pevare kêr vrasañ er vro (goude Stockholm, Göteborg ha Malmö).