Trujillo (Perou)
Neuz
Trujillo zo ur gêr vras en arvor norzh Perou ha kêr-benn departamant La Libertad. Emañ war lez ar Río Moche ha tost d'ar Meurvor Habask. E 2007 e oa 804 296 a dud o chom e kêr.
E korn-bro Trujillo e kaver aspadennoù eus ar sevenadurioù Moche ha Chimú a oa o vleuniañ eno a-raok an Inkaed. Diazezet e voe ar gêr gant ar c'honkistador Diego de Almagro, e miz Du 1534. E Trujillo e voe embannet an dizalc'hiezh diouzh Spagn d'an 29 a viz Kerzu 1820 hag evel-se e voe roet lañs da zizalc'hidigezh Perou en e bezh. Abalamour da se e seller ouzh Trujillo evel "kavell ar frankiz" e Perou.