Mont d’an endalc’had

Trigonometriezh

Eus Wikipedia
Tres geriaoueg an drigonometriezh ennañ

An drigonometriezh, pe an dric'hornventouriezh, zo ur skourr eus ar matematik hag a bled gant an tric'hornioù ha dreist-holl war-dro re ur c'hogn 90° dezho. Plediñ a ra ivez gant an darempredoù etre kostezioù ha kognoù an tric'hornioù-se ha gant ar fonksionoù trigonometrek a liv an darempredoù-se.

An drigonometriezh a vez implijet er matematik glan met pouezus eo ivez e meur a skourr eus ar skiant hag an deknologiezh. Desket e vez e skolioù an eil derez. Ur skourr eus an drigonometriezh, trigonometriezh sferek e anv, a studi an tric'hornioù war ar sferennoù, pouezus eo evit ar steredoniezh hag ar merdeerezh.

Penn-kentañ studioù an drigonometriezh a oa troet war-du studi an tric'hornioù. Boulc'het e voe studi an tric'hornioù e-kerzh eil milved kent JK e-touesk matematikoù Henegipt ha re Vabilon.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger "trigonometriezh" eus an Henc'hresianeg τρίγωνον trigōnon, "tric'horn" ha μέτρον metron, "muzuliañ"[1].

Formulennaoueg trigonometriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Identelezh heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit pep korn A hon eus, hervezh teorem Pythagoras :

Formulennoù sammañ ha lammañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar formulennoù pennanñ a zo, evit ar sinus hag ar c'hosinus :

 ;
.

Tu 'zo da jediñ ar formulennoù lammañ en ur erlec'hiañ dre hag en ur c'houzout eo sinus ur fonksion ampar ha cosinus ur fonksion par.

Evit ar fonksion tañjantenn e jeder :

.
  • Christopher M. Linton (2004). From Eudoxus to Einstein: A History of Mathematical Astronomy. Cambridge University Press.
  • Weisstein, Eric W. "Trigonometric Addition Formulas". Wolfram MathWorld.
  1. trigonometry. Online Etymology Dictionary.