Tifuz
Ar pennad-mañ zo gouestlet d'an tifuz. Arabat eo e zroukveskañ gant an derzhienn-alter !
An tifuz (eus an henc'hresianeg typhos a dalvez diegus) eo an anv a vez roet d'ur strollad kleñvedoù damheñvel grevus evit Mab-Den. Degaset e vez ar c'hleñvedoù-se gant bakteri eus kerentiad ar Rickettsia.
An arouezioù boutin da holl ar seurtoù tifuz zo an derzhienn a c'hall mont betek 39 °C ha poan benn. Er broioù trovanel, an tifuz a vez droukvesket alies gant an denga.
seurtoù tifuz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri seurt tifuz zo :
- An tifuz laouek pe tifuz european
- Kleñved Brill-Zinsser
- An tifuz trovanel
Tifuz laouek ou Tifuz european
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tifuz laouek a vez degaset gant al loustoni ha lakaat a ra kleñvedoù-red marvus da loc’hañ e-pad ar brezelioù pe ar gwallreuzioù naturel. An organeg a zegas ar c’hleñved eo ar Rickettsia prowazekii, roet gant laou an dud (Pediculus humanus corporis). An arouezioù zo : poan benn, terzhienn, ur santimant anoued, faezhidigezh ha dispuilhoù war ar c’hroc’hen. Kavet e vez an tifuz-se er broioù kerreizh eus Europa dindan anvioù disheñvel : Terzhienn ar prizonioù, terzhienn ar gernez, terzhienn an ospitalioù pe terzhienn ar bigi abalamour ma tegouezh stank pa vez fall ar stad naetadurezh ha pa vez stank ar boblañs ; evel er prizonioù hag er bigi. Brudet eo kamp-bac’h Bergen-Belsen evit e loustoni a lakae an tifuz-red da ziwan ; Lakaat a reas kalz prizonidi da vervel eno.
Kleñved Brill-Zinsser
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]kleñved Brill-Zinsser zo ur seurt tifuz degaset ivez gant ar bakteri Rickettsia prowazekii met a darzh goude ur prantad hir ma chom kuzhet. N’eo ket ken grevus hag an tifuz laouek. E gwirionez ez eo ar stumm a gemer ar c’hleñved-se pa gouezh klañv en-dro ar re o deus tapet an tifuz laouek hag e vez degaset gant bezañs bazhelloù rickettsia e korf ar c’hlañvidi, e gwerblennoù al limf peurgetket.
Tifuz trovanel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet ivez Tifuz meksikan ; Tifuz ar Bed-Nevez ; Tifuz kêr
An Tifuz trovanel a vez degaset gant ar bakteri Rickettsia typhi ha diwan a ra er broioù trovanel hag istrovanel. Roet e vez gant c’hwen ar razhed, Xenopsylla cheopsis ; hag ivez a-wezhioù gant Rickettsia felis, ur spesad c’hwen a vev war ar c’hizhier hag an oposomed. An arouezioù zo : poan benn, terzhienn, ur santimant anoued, poan e melloù an izili, sevel a ra kalon ar c’hlañvidi, dislonkadennoù ha paz.
Lakaat a reer kemm etre ar seurtoù tifuz dre un test eus ar serom.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad eil bloavez Brezel Peloponesos (-430) e oa skoet keoded Athen e Henc’hres gant ur c’hleñved-red spontus, anavezet abaoe evel Bosenn Aten, a lazhas, e-touez re all, Pericles hag e daou vab koshañ. Distreiñ a reas ar vosenn div wezh, e -429 hag e goañvezh 427/6 kent J ?-K.. An tifuz laouek an hini a zegasas ar stropad-se moarvat, hervez soñj ar vezeien hag ar skolveuridi.En ur brezegenn e miz Genver 1999 e Skol-veur Maryland, David Durack, kelenner mezegiezh e Skol-veur Duke a skrivas : "Terzhienn an tifuz laouek eo an displegadenn wellañ. En e greñvañ e vez en amzer brezel ha disvoued, 20% merventi a vez, lazhañ a ra ar c’hlañvour goude 7 devezh, hag a-wezhioù e tegas ur rouestladenn arouezius : ar varvenn-gig e penn ar bizied hag ar bizied-troad. Kavout a reer holl ar perzhioù-se gant Bosenn Aten."[1],[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Zinsser, Hans, Rats, Lice and History: A Chronicle of Pestilence and Plagues. Originally published in Boston in 1935, later edition in 1963. Most recent edition 1996, Black Dog & Leventhal Publishers, New York. ISBN 1-884822-47-9.
- Gomme, A. W., edited by A. Andrewes and K. J. Dover. An Historical Commentary on Thucydides, Volume 5. Book VIII Oxford University Press, 1981. ISBN 0-19-814198-X.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gwelet ivez : http://www.umm.edu/news/releases/athens.html
- ↑ Gomme, A. W., embannet gant A. Andrewes and K. J. Dover. An Historical Commentary on Thucydides, Volume 5. Book VIII Oxford University Press, 1981. ISBN 0-19-814198-X.