Surentez
Iskevrennad eus | condition |
---|---|
Implij | lec'hienn Web |
Studiet gant | security engineering |
Pal | safety |
Dezverket dre | context, protection, type of security |
Pleustret gant | security consultant |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/security |
Enebet ouzh | hazard |
Ar surentez a zo ar stad m'emañ an dud pe an traoù pa ne c'hellont ket bezañ lakaet en arvar e-keñver pep a savboent en ur chom er-maez eus hep dañjer fizikel pe speredel pe war an arc'hant pe bolitikel pe trivliadel pe bsikologel pe war an deskadurezh pe warezet ouzh n'eus forzh peseurt abeg da gouezhañ dindan disoc'h ur fazi, ur c'hwitadenn, ur gaou, un droug, un dagadenn ha kement degouezh displijus e ve.
Evit he dapout eo ret bezañ gwarezet ouzh abeg an dañjer pe gwarezet ouzh an arvariñ.
Pa vez klasket diarvariñ e c'heller degas d'un den, d'un aozadur ha d'o madoù ur c'hred pe un asurañs (kretadur) ken e chomo sur hag azazaet mat d'o c'hargoù traezennoù hag aozadurioù zo
Surentezioù dre seurt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E tachennoù zo ez eus bet termenet ha lakaet war ur skeul derezioù ar surentez. Da skouer e vez implijet gant arbennigourien ha labourerien ar gourhentoù ar skeul-mañ :
Surentez reolataet a zo pa vez tizhet gant traoù ha rakweladennoù ar reoladoù ustum Surentez fetis a zo pa vez roll an degouezhioù a zo troet mat e-keñver ar surentez, tizhet ar reoladoù pe get
Surentez merzet mat a vez termenet diwar santadoù blenierien ar gourhentoù e-keñver live o aezamantoù. Da skouer e vez gwelet gouloù-hent evel traoù a surentez ha pa vezont abegoù gwalldarvoudoù er c'hoazhentoù ur wech an amzer. Gwelet e vez ar c'hroazhentoù-tro evel mat e-keñver ar surentez, met e vezont santet diaes da dreuziñ gant meur a vlenier.