Sluis
Sluis (distagañ [1]) a zo ur gumun hag ur gêr e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 307,01 km² eo gorread kumun Sluis (douar : 280,20 km², dour : 26,81 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 24 102 annezad enni. Krouet eo bet ar gumun d'ar 1añ a viz Genver 2007 pa voe kendeuzet Oostburg ha Sluis-Aardenburg. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Sluis : Aardenburg, Breskens, Cadzand, Draaibrug, Eede, Groede, Heille, Hoofdplaat, IJzendijke, Nieuwvliet, Oostburg, Retranchement, Schoondijke, Sint Anna ter Muiden, Sint Kruis, Terhofstede, Waterlandkerkje, Zuidzande ha Zwindorp. Ul lestr-treizh a zo da vont eus Breskens daVlissingen. Abaoe m'eo bet digoret riboul Westerschelde e-kichen Terneuzen e 2003 n'eus nemet troadeien ha marc'hhouarnerien a c'hall tapout al lestr-treizh.
Kêr Sluis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwirioù-kêr a voe roet da Sluis e 1290. E 1340 e c'hoarvezas Emgann Sluis nepell. 2 324 annezad a oa e kêr Sluis d'ar 1añ a viz Genver 2009.
Kuzul-kêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kuzul-kêr kumun Sluis ez eus 19 dileuriad :
- PvdA : 4 dileuriad
- Nieuw West : 4 dileuriad
- Dorpsbelangen & Toerisme : 4 dileuriad
- CDA : 3 dileuriad
- VVD : 2 zileuriad
- Gemeentebelangen : 2 zileuriad
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacob van Loo, livour
- Johan Hendrik van Dale, geriadurour
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |