Skritur lontarek
Neuz
Un abugida eo ar skritur lontarek (lontara) diorroet war diazez ar skritur brahmek. Eus ar ger lontar - gwezenn-palmez e malayeg - e teu e anv. Delioù ar wezenn-se a raed ganto e gevred Azia da skrivañ an dornskridoù.
Implijet e veze evel skritur hengounel ar bougieg komzet en Indonezia. Eus an tu-kleiz d'an tu-dehou e vez skrivet. Evel en holl lizherennegoù krouet diwar ar skritur brahmek eo kevreet pep lizherenn ouzh un "a". D'e gemm en ur vokalenn arall e stager arouezioù-diforc'h dindan pe a-us al lizherenn.
Evit an euredoù hepken e vez implijet e Bougieg met boutin eo c'hoazh e Makasareg hag en e vroud ar gouarnamant ar lizherenneg latin.