Mont d’an endalc’had

Skouergorneg

Eus Wikipedia
Un hirgarrezenn 5 war 4

E mentoniezh, ur skouergorneg (pe hirgarrezenn) zo termenet evel ul lun pevarzuek, dezhañ pevar c'hogn zo holl skouer[1].

Perzhioù eeun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement pevarc'hostezeg a zo ur skouergorneg m'en deus ar perzhioù-mañ :

  • pevar c'horn skouer,
  • dreuzvegelloù keit,
  • dreuzvegelloù a groaz er c'hreiz rik,
  • kostezioù enep a zo keit daou-ha-daou,
  • kenstur eo e gostezioù enep, daou-ha-daou.

Perzhioù keveskemm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement kensturieg zo ur skouerskorneg m'en deus ar perzhioù-mañ :

  • pevar c'horn skouer,
  • tri c'horn skouer,
  • treuzvegelloù keit a groaz er c'hreiz,
  • ur c'horn skouer,
  • treuzvegelloù keit.

Perzhioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Daou ahel kemparzh, e greiztuennoù,
  • Ur c'hreiz kemparzh, a zo kreiz kenskej e veskellennoù.

Ur c'harrez zo ur skouergorneg dibar, dezhañ pevar c'hostez keit : ur skouergorneg hag ul lankell war un dro eo eta.
Gorread un hirgarezenn a vez jedet dre lieskementiñ e hirder hag e lec'hed  ; gant arouezioù : . Da skouer, gorread un hirgarrezenn dezhi 5 hirder ha 4 lec'hed a zo 20, rak .

  1. Gerioù heñvelster: skouergorn/skouergogn .g -ioù, reizhkorneg/reizhkogneg g. -où, reizhkorn/reizhkogn g. ioù.