Silves
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0e/Cidade_de_Silves.jpg/220px-Cidade_de_Silves.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/53/LocalSilves.svg/220px-LocalSilves.svg.png)
Silves (distaget [ˈsiɫvɨʃ] e portugaleg) zo ur gumun eus Portugal, e rannvro Algarve. E 2011 e oa 37 126 a dud o chom enni[1], gant war-dro 11 000 anezho o chom e kêr. Rannet eo e c'hwec'h parrez (freguesias). Emañ war ribl ar stêr Arade.
Kêr-benn gozh Algarve eo Silves hag ur gêr a bouez a-fet istor ar vro. Ur c'hastell zo, savet war un dorgenn, hag un iliz-veur, savet en XIIIvet kantved e-lec'h ur voskeenn goshoc'h. En iliz-veur emañ bez ar roue João II.