Mont d’an endalc’had

Sant-Evarzeg

Eus Wikipedia
Sant-Evarzeg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Évarzec
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Fouenant
Kod kumun 29247
Kod post 29170
Maer
Amzer gefridi
René Rocuet
2020-2026
Etrekumuniezh KK Bro Fouenant
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 521 ann. (2020)[1]
Stankter 143 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 56′ 12″ Norzh
4° 01′ 14″ Kornôg
/ 47.936636, -4.02048
Uhelderioù bihanañ 16 m — brasañ 102 m
Gorread 24,65 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Evarzeg

Sant-Evarzeg a zo ur gumun eus ar Vro C'hlazik e kanton Fouenant, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

  • 1903: dic'hopret e voe ar person gant ar Stad c'hall dre ma rae ar c'hatekiz e Brezhoneg.
  • D'ar 26 a viz Gwengolo 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 2022
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 3 skoliad (3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel e miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Sant-Evarzeg, Corentin Verou, Jean Clément, Ollivier Jullot hag e wreg, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
  • Mervel a reas 82 waz ag ar gumun, da lâret eo 5,17% ag he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].
  • Mervel a reas 21 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
  • Oadvezh an arem.
  • Maner Kerinou.
  • Lenn ar Vur.
  • Maner ar Vur.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[7].

Savadurioù relijiel katolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz-parrez Sant Primel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Er XVIIvet kantved e voe savet an iliz. Adkempennet eo bet etre 1848 ha 1850. Adsavet e voe ar c'hloc'hdi en 1900.

Taolennet eo Sant Primel evel un diagon gant un delwenn, hag evel ur penitiour war ur banell kizellet dirak an aoter. E diabarzh an iliz ez eus ivez ur stroll teir delwennig koad eus ar XVIIvet kantved a daolenn ar Werc'hez he Bugel, sant Dominig ha santez Katell a Siena.

Un tamm eus un tach, eus ar Gwir Groaz sañset, a oa bet digaset eus Roma e 1526 gant ar person Youen Loheag. Miret eo en ur relegour ha zo klenket e-unan e-barzh ur c'hasedig arc'hant.

Chapel Sant Filiber

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar chapel kentañ, gouestlet da sant Filiber dija, oa bet savet war-hed un nebeud kantadoù metroù diouzh al lec'h a vremañ. Er XIXvet kantved, e kinniige kouezañ en he foull. Bennozh d'ul legad gant Adolphe Porquier, feilañser e Kemper, ha d'un donezon gant e c'hoar, an itron Ansker, e oa adsavet ur chapel nevez en 1870. Dafar hennezh a oa adimplijet. An dra-se zo kaoz e weler en unan eus ar mogerioù ur maen, an deiziad 1750 outañ, lakaet war an tu gin.

Chapel Veronik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar chapel a-vremañ he deus kemeret plas ur savadur all hag a oa gouestlet da santez Veronika dija. Steuziet e oa ar chapel gentañ-se abaoe pell zo. Koulkoude e kendalc'he ar fideled da zont d'al lec'h evit pediñ ar santez ha kaout ar pare da nammoù ha da gleñvedoù, an derzhienn pergen.

Goude ma voe roet un dachenn gant Augustine Mangeot e voe fiziet er barrez ar garg da sevel ar chapel a-vremañ. Echuet e voe he sevel e 1857.

Ur c'hloc'hdi giz Kernev he deus ar chapel. En diabarzh ez eus delwennoù eus santez Veronika, al liñsel sakr ganti etre he daouarn, eus ar Werc'hez he Bugel, lesanvet Itron-Varia an Aelez, hag eus santez Filomena.

Chapel an Drev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalvar Kroaz-an-Intron

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Ofis Publik Ar Brezhoneg
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
  5. Memorial Genweb
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb