Romed
Iskevrennad eus | Indo-Aryan peoples |
---|---|
Yezh vamm | romeg, Domari, Lomavren |
Relijion | kristeniezh, Islam, Boudaegezh, yuzevegezh |
Anvet diwar | Arameans |
Kan broadel | Gelem, Gelem |
Genidik a | India |
Darvoud-alc'hwez | Porajmos |
Studiet gant | Romani studies |
Banniel (deskrivadur) | flag of the Romani people |
Cuisine | Romani cuisine |
Istor | history of the Romani people |
Enebet ouzh | gadjo |
Ar Romed (pe Rromed[1]) zo un anv a dalvez « paotr en oad gour ha dimezet e-barzh ar gumuniezh[2] ». Choazet eo bet an anv-se gant an Unvaniezh romani etrebroadel (IRU) da envel un hollad poblañsoù, dezhe ur memes orin en Indez[3], ha yezhoù a orin eus gwalarn Iskevandir Indez[4] hag a zo minorelezhioù anavet dindan anvioù liesseurt a zo o vevañ etre India hag ar Meurvor Atlantel dreist-holl met ivez war ar c'hevandir amerikan. E brezhoneg e c'haller envel ar Romed gant anvioù all, evel Jipsianed[5] ha Termajied[6].
Anavezet int en Europa adalek an XIvet kantved[7], ha deuet int da vezañ ar vinorelezh vrasañ eno en XXIvet kantved[8].
Kavout a reer Romed er bed a-bezh hiziv, met en Europa emañ ar strolladoù brasañ, e Kreizeuropa, en Europa ar Reter hag en Anatolia dreist-holl, ha goude e ledenez Iberia hag e kreisteiz Bro-C'hall. Ur bern Romed zo o chom en Amerika ivez. Gwir eo e Brazil dreist-holl, ma veze kaset ar Romed gant gouarnamant Portugal pa oa en e zalc'h[9]. Kalz zo aet d'ar Stadoù-Unanet ivez[10].
Da vare "Kendalc'h jipsian ar bed" dalc'het eus an 8 d'an 12 a viz Ebrel 1971 e Londrez e choazas ar gumuniezh ur banniel glas ha gwer, gant ur rod ruz. Embann a reas ivez e ve deiziad deiz-ha-bloaz ar c'hendalc'h-se, an 8 a viz Ebrel, un deiziad broadel a vefe lidet hiviziken bep bloaz gant holl ar c'humuniezhioù rom er bed[11]. Ar c'han broadel, Djelem, djelem ("Aet on kuit, aet on kuit"), a oa savet gant Jarko Jovanovic war don ur son poblek jipsian[12].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Bordigoni, Marc. Sara aux Saintes-Maries-de-la-Mer, métaphore de la présence gitane dans le
monde des Gadjé
. Paris : Études tsiganes, niv 20, 4re trimiziad 2004, pp. 12-34 — En-linenn - (fr) Bordigoni, Marc. Les Gitans. Montbéliard : Le Cavalier Bleu, 2007(ISBN 978-2-84670-160-0)
- (fr) Garro-Farré, Morgan. Dictionnaire du peuple rrom. Paris : Syllepse, 2023 (ISBN 979-10-399-0131-4)
- (fr) Williams, Patrick. Tsiganes : identité, culture. Paris : Syros, 1989 (ISBN 978-2-86738-325-0)
- (fr) Williams, Patrick. Les Tsiganes de Hongrie et leur musique. Arles : Actes Sud, 2001 (ISBN 978-2-7427-3510-5)
- (fr) Williams, Patrick. Des Tsiganes en Europe. Paris : Maison des Sciences de l'Homme, 2011 (ISBN 978-2-7351-1389-7)
- (fr) Williams, Patrick. Tsiganes, ou ces inconnus qu'on appelle aussi Gitans, Bohémiens, Roms, Gypsies, Manouches, Rabouins, Gens du voyage.... Paris : Presses universitaires de France, 2022 (ISBN 978-2-13-083553-0)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Er pennad-mañ e vo skrivet Rom gant un R hepken kentoc'h evit gant daou, daoust ma'z eo disheñvel ar fonemoù e lod eus a rannyezhoù, rak implijet e vez e meur a labour skol-veur.
- ↑ Bordigoni 2007, p. 17
- ↑ (fr) Encyclopædia Universalis.
- ↑ Anezhe yezhoù indezeuropek, evel ar brezhoneg hag al lodenn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa
- ↑ Diwar "Egipt" distaget "Ejipt".
- ↑ Diwar "lanterne magique", ar sinema kentañ, a voe degaset d'ar maezioù gant ar Romed.
- ↑ (fr) Henriette Asséo. « On les appelait « Tsiganes » ». L'Histoire, niv. 357, Here 2010, p. 21.
- ↑ (fr) Michel Foucher. Les minorités en Europe centrale et orientale . Éditions du Conseil de l'Europe, 1994. Meneget gant Jean-Pierre Liégeois, Les Roms au cœur de l'Europe, le Courrier des pays de l'Est 6/2005 niv. 1052, p. 19-29.
- ↑ (pt) 'A historia dos ciganos no Brasil'. Diellet er skrid orin d’an 2010-11-24. Kavet : 2010-10-02.
- ↑ (en) Sutherland, Ann. Gypsies: The Hidden Americans, Waveland Press (Gouere 1986) (ISBN 978-0-88133-235-3)
- ↑ (en) International Roma Day e lec'hienn Deutsche Welle
- ↑ (fr) Jean-Pierre Liégeois. Naissance du pouvoir tzigane. In : Revue française de sociologie, 1975, 16-3, pp. 306-307 — En-linenn