Rodolf II Bourgogn
|
Rodolf II, pe Rudolf, (880– 11 a viz Gouhere 937), mab da Rodolf Iañ ha d'e wreg Guilla Provañs , a voe roue Bourgogn eus 912 betek 937. Roue Italia e voe ivez e-pad meur a vloaz.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zeuas da roue Bourgogn e 912 e teuas uhelidi eus Italia da lavarout dezhañ dont d'o skoazellañ da enebiñ ouzh Berengar e 922. Pa erruas en Italia e voe kurunennet evel roue al Lombarded e Pavia. E 923 e voe faezhet Berengar gantañ e Piacenza. Drouklazhet e voe Berengar er bloaz war-lerc'h, marteze war c'houlenn Rudolf.
Ren a reas Rudolf war e ziv vro, gwech o chom e Bourgogn, gwech all en Italia. . E 926 avat e c'houlennas uhelidi Italia bezañ dindan Huon Arle, a oa o ren e Provañs, e-lec'h dindan Rudolf. Ha Rudolf distreiñ da Vourgogn, o lezel Huon da vout kurunennet en e lec'h.
Met treiñ a reas an Italianed a-enep Huon, ha goulenn digant Rudolf dont en-dro. Un emglev a voe sinet etre Huon ha Rudolf e 933: ren a raje Rudolf war rouantelezh Provañs ha lezel Huon da ren en Italia. Dimezet e voe merc'h Rudolf, Adelaid, da vab Huon, Lotar Arle. Unanet e voe Bourgogn ha Provañs dindan Rudolf betek e varv e 937. E vab Konrad III a gemeras war e lerc'h.
En e raok: Rudolf Iañ Bourgogn |
Bourgogn 912 – 937 |
War e lerc'h: Konrad III Bourgogn |
En e raok: Berengar Frioul |
Roue Italia 922 – 926 |
War e lerc'h: Konrad III Bourgogn |
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 922, hag eñ 42 vloaz, e timezas d'ur briñsez a 15 vloaz bennak, Bertha Swabia, merc'h Burchard II. Daou vugel o devo :
- Konrad III Bourgogn.
- Adelaid Bourgogn, a zimezas da Lotar Arle, roue Italia, ha da Otto Iañ, impalaer santel .
Pa varvas e 937 e rankas e intañvez Bertha addimeziñ e dibenn ar bloaz, d'an 12 a viz Kerzu, da Huon Arle.