Mont d’an endalc’had

Republik Soviedel Slovakia

Eus Wikipedia
Republik Soviedel Slovakia
bro istorel
Deiziad krouiñ16 Mez 1919 Kemmañ
Anv er yezh a orinSlovenská republika rád Kemmañ
Yezh ofisielslovakeg, hungareg Kemmañ
Kan broadelKan Etrebroadel al Labourerien Kemmañ
Ger-sturWorkers of the world, unite! Kemmañ
Testenn ar ger-sturProletari caleho šveta, spojce še! Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSlovakia Kemmañ
Kêr-bennPrešov Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entitySlovakia Kemmañ
Renad politikelrepublik soviedel Kemmañ
Deiziad divodañ7 Gou 1919 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)red flag Kemmañ
Ardamezioùred star Kemmañ
Tachenn RSS.
Banniel RS Slovakia.

Ur Republik Soviedel verrbad e oa Republik Soviedel Slovakia (e slovakeg: Slovenská republika rád, da lâret eo "Republik Slovakek ar C'huzulioù", rak savet e oa bet a-raok na oa deuet ar ger rusek "sovied" da vezañ anavezet-mat e slovakeg). Savet e oa bet e su ha reter Slovakia d'ar 16 a viz Mezheven ha mont a reas da get d'ar 7 a viz Gouere 1919, gant ar c'helaouenner tchek Antonín Janoušek ouzh he fenn ha gant he c'hêr-benn e Prešov.

Goude 1918 e oa bet kaset urzhioù da Arme nevez Tchekoslovakia da lakaat Slovakia a-bezh dindan he beli ha dre un argad kaset da-benn gant ar Warded Ruz eus Republik Soviedel Hungaria e oa bet aloubet ul lodenn vras eus Slovakia ha staliet Republik Soviedel Slovakia eno.

Nebeudik war-lerc'h e kilas ar Warded Ruz betek Hungaria hag aloubet e oa bet al lec'h gant Arme Tchekoslovakia ha lakaet fin d'ar Republik Soviedel.