Mont d’an endalc’had

Radiom

Eus Wikipedia
Radiom
FrankiomRadiomAktiniom

Ba
Ra
Taolenn beriodek, Radiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 88
Rummad kimiek Metaloù prialkaliek
Strollad 2
Trovezh 7
Bloc'h s
Tolz atomek [226]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2
Oksidenn vazennek kreñv)
Tredanleiegezh 0,9 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 509,29 kJ/mol
2 : 979,051 kJ/mol
Skin atomek 2,83 Å
Skin kenamsav 2,11 Å
Skin Van der Vaals 283 pm
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20°C) 5,00 g/cm3
Teuzverk 700°C
Bervverk 1 737°C
Tredanharzusted 10 nΩ•m (e 20°C)
Neuz an elfenn
Radiom 226
Radiom 226

Un horolaj he bizied livet gant radiom

Un elfenn gimiek eo ar radiom ; Ra eo e arouez kimiek, 88 e niver atomek ha 226,025 e dolz atomek.
Ur metal prialkaliek eo.

E kailhoù uraniom (uraninit) e kaver radiom en natur (0,7 g a radiom en un donennad uraninit).
Un nebeud kilogrammoù hepken a radiom a vez kenderc'het bep bloaz, evit an enklaskoù skiantel dreist-holl. Aostralia eo ar c'henderc'her pennañ.

Gant Maria Skłodowska-Curie hag he fried Pierre Curie e voe dizoloet ar radiom en un tamm uraninit d'an 21 a viz Kerzu 1898 e Pariz. E 1899 e voe roet an anv radium d'an elfenn nevez, diwar al latin radius, "bann", en abeg d'ar bannoù gremm a vez taolet gant ar radiom.
E 1936 e voe kevanaozet radiom-E (bismut-210), anezhañ un izotop eus 209Bi, gant an Amerikan John Jacob Livingood.

Boas e vezer da vuzuliañ ar skinoberiegezh gant an unanenn Curie, a zo diazezet war skinoberiegezh 226Ra.

Ur metal gwenn arc'hantaet eo ar radiom en e stad c'hlan ; tost da re ar bariom 138Ba eo perzhioù ar radiom 226Ra.

Ar metal prialkaliek pounnerañ eo ar radiom. Taer e tazgwered gant oksigen an aer, el laka da zuañ diouzhtu dre oksiderezh en ur reiñ nitridenn radiom Ra3N2.
Evel an holl vetaloù prialkaliek e tazgwered gant dour ivez dre reiñ hidroksidenn radiom Ba(OH)2.

Skinoberiek-kenañ eo holl izotopoù ar radiom, ur milion gwezh muioc'h eget an hevelep tolzad uraniom. Dre skinoberiegezh 226Ra e teu radiom-A (poloniom), radiom-B (plom), radiom-C (bismut) hag all.
Ra-226 (226Ra) eo an izotop stabilañ ; dont a ra eus an uraniom 238U, ha 1 601 bloavezh eo e hanter-vuhez.
Ra-223, Ra-224, Ra-226 ha Ra-228 a gaver en natur ivez, diwar uraniom pe diwar toriom. Betek-henn ez eus bet kevanaozet 33 izotop all, eus 202Ra da 234Ra.

Izotopoù ar radiom dre skinoberiegezh[1]
Radiom Ra-Emanation Ra-A Ra-B Ra-C Ra-C' Ra-C Ra-D Ra-E Rad-E Rad-F Ra-G
226Ra 222Rn 218Po 214Pb 214Bi 214Po 210Tl 210Pb 210Bi 206Tl 210Po 206Pb

Nebeut-tre a draoù a vez graet gant radiom, an holl anezho a-drugarez d'e skinoberiegezh ; ouzhpenn-se e c'haller bremañ e erlec'hiañ gant skinizotopoù nevez-kevanaozet, 60Co ha 137Cs, a zo galloudusoc'h hag aesoc'h da embreger.

Kentañ arver ar radiom e voe fardañ liv luc'hus a lakaed war bizied an horolajoù, da skouer. Paouezet ez eus bet gant ar c'henderc'hañ-se en abeg d'ar c'hleñvedoù a zeue d'al labourerien, o vezañ ma ne ra korf an dud diforc'h ebet etre radiom ha kalkiom : mont a ra ar radiom en eskern, a zo distrujet gant ar skinoberiegezh. Evit an hevelep abegoù e voe berzet lakaat radiom er boued, el louzeier, en toaz-dent, er soavon, hag all. N'eus mui arver greantel ebet eus ar radiom betek ar bloaezhioù 1970.

  1. Van der Krogt.net (en) Liamm oberiant 24 HER 2012