RPK
Ruchnoy Pulemyot Kalachnikova | |
---|---|
Fuzuilh-vindrailher RPK dezhi ur c'harger ront 75 kartouchenn | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Mont en-dro | Fuzuilh-vindrailher |
Munisionoù | 7,62 × 39 mm M43 |
Ijiner | Mic'hail Kalachnikov |
Mare ijinañ | 1959-1961 |
Mare produiñ | 1961-1978 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas (hep kartouchenn, gant he c'harger) | 4,8 kg |
Hirder | 1.040 mm |
Hirder ar c'hanol | 590 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Etre 100 ha 1.000 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 745 m/s |
Lusk-tennañ teorikel | 600 tenn/mn |
Endalc'h | Karger fiñv 30 pe 40 kartouchenn, karger fiñv ront 75 kartouchenn |
Adstummoù | RPK, RPKS, RPK-74, RPKS-74, RPK-74M |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
An RPK (eus ar rusianeg РПК, Ручной пулемёт Калашникова, romanekadur Ruchnoy Pulemyot Kalashnikova, brezhoneg "Mindrailherez Kalashnikov douget gant an daouarn"), lesanvet raloc'h hag en mod siek RPK-47, zo ur fuzuilh-vindrailher soviedat ijinet gant Mic'hail Kalachnikov e penn-kentañ ar bloavezhioù 1960. Kambret eo evit kartouchennoù 7,62 × 39 mm.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet an RPK er memes koulz hag ar fuzuilhoù-arsailh AKM. Pal an ijinourien soviedat hag an Arme Ruz a oa ijinañ un arm marc'hadmat, skañvoc'h evit an RPD, ha simplaat pourvezañ ar soudarded. Evit en ober e voe ouzhpennet ur c'hanol hiroc'h (590 mm e-lec'h 415 mm) hag un daoubez d'an AKM, ar pezh a zegase un tizh o vont e-maez V0 uheloc'h (732 m/s e-lec'h 715) ha tennoù resisoc'h. Abalamour e oa ur fuzuilh-arsailh kemmet, ne oa ket posubl cheñch he c'hanol aes, ha tonket e oa da dommañ betek re he c'hanol pa veze tennet gant tennadegoù hir[1]. An RPK a vez implijet hiziv-an-deiz c'hoazh gant nerzhioù lu bet soviedat ha lod eus broioù Afrika pe Azia. Savet e vez c'hoazh en un nebeud broioù evel Bulgaria, Hungaria, Roumania, ha Serbia.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie Visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 265