Mont d’an endalc’had

Pried meur ar roue

Eus Wikipedia
Pried meur ar roue
e hieroglifoù
M23N41
X1
wr
t

Pried Meur ar Roue (en henegiptek: ḥmt nswt wrt) a oa an anv a veze graet eus pennañ gwreg Faraon, a c'halle kaout meur a bried.

Adalek an Patrom:XIIvet tierniezh egiptat e veze graet pried meur eus unan anezhi. Hi an hini a rank genel hêred ar roue. Rak hervez mojenn an douebriedelezh, e teu Amon d'en em unaniñ gant ar rouanez da reiñ dezhi gwad an doue a raio an danvez faraon. Sede penaos e vez roet gant ar bried veur an dourenn doueel d'ar bugel roueel.

Ur gelennadurezh ne oa ken, goude ma seblant bezañ unana eus diazezoù an dierniezh. Kavout a ra da istorourien zo koulskoude eo aze emañ diazez ar wadbriedelezh , da lavarout eo an dimeziñ kenwadel entre breur ha c'hoar pe tad ha merc'h

Karg pried veur ar roue

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne vern hec'h orin, ur garg a bouez he deus pried veur ar roue er rouantelezh. Kuzulierez ar roue e vez alies. N'eus nemet ar rouanezed a c'hall dougen arouezioù ar faraon (uræus ) hag an doueed (pluñv, bultur, kerniel hathoriques). Un ti zo dezho, hag ober a reont war-dro haremoù meur ar faraon. Int-i ivez a ra war-dro skoliañ bugale ar faraon. Darn anezho, evel Hatchepsout, o deus bet gallet dont da vout « faraonezed ».