Mont d’an endalc’had

Potosí

Eus Wikipedia
Potosí, e-harz ar Cerro Rico.

Potosí zo ur gêr e su Bolivia, e proviñs Tomás Frías, 4 090 metr a-us live ar mor. Annezet e oa e 2012 gant 240 966 a dud.

Emañ Potosí e-harz ur menez anvet Cerro de Potosí pe Cerro Rico, ur menez a lavared gwechall e oa ennañ ar vengleuz arc'hant vrasañ er bed. Ar Cerro Rico (« kern pinvidik ») e oa mammenn bennañ an arc’hant kaset eus Suamerika da Spagn, da vare Impalaeriezh trevadennel Spagn ; alese e teuas brud Potosí.

Savet e voe kêr e 1545, gant ar c’honkistador Juan de Villarroel, hag anvet e voe "Villa Imperial de Carlos V", en enor d’an impalaer Karl V. A-benn 1672 e oa 200 000 den o chom e kêr, deuet da vezañ unan eus ar re vrasañ ha pinvidikañ e Suamerika.

Tamm-ha-tamm avat ez eas ar vengleuz arc’hant d'an traoñ ha brud Potosí war an diskar : a-benn 1825 ne oa ket ouzhpenn 10 000 den o chom enni. Derc’hel a reer da eztennañ arc’hant eus ar vengleuz hiziv, met diwar an touristerezh e vev Potosí dreist-holl bremañ. E 1987 e voe lakaet war roll lec’hiennoù Glad ar Bed.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.