Olifant an enez
Olifant an enez a zo un ardivink bras, krouet gant ar gompagnunezh c'hoariva straedoù Royal de Luxe evit un arvest. Lakaet e oa bet da bourmen e kêr Naoned e 2007.
An arvest
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goulennet e oa sevel un arvest da lidañ kant vloaz marv Jules Verne, gant kêrioù Naoned hag Amiens, hag arc'hantet e oa gant ur yalc'had a-ratozh roet gant ministrerezh c'hall ar sevenadur hag ar c'hehentiñ[1]. Anvet e oa La visite du sultan des Indes sur son éléphant à voyager dans le temps e galleg. Diskouezet e oa an arvest-se e meur a lec'h etre 2005 ha 2006, evel kêr Londrez.
An olifant en Naoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrujet e oa olifant kentañ an arvest met savet e oa un eilenn en Naoned e 2007. Unan eus ardivinkoù diskouezadeg Enez an Naoned an hini eo[2]. An olifant-se zo 12 metr uhelder hag 8 led, ha 45 tonenn prenn ha dir zo ennañ.
Er penn kentañ e tlee an olifant dougen 35 den e-kerzh ur mont ha dont a vije padet 30 munut, eus an Santier Dubigeon betek ar c'havr Titan melen e Naoned. Da c'houde en deus douget 45 den pa oa lakaet da labourat, ha 49 goude bloaz. Koulskoude e oa berraet an tennad hent graet gantañ abalamour ma oa gorrek-kenañ (1 pe 2 km/e). Troc'het eo bet an div drederenn eus an hent ha ne ra ken war-dro 250 metr, e 45 munut.
Goloet eo an olifant gant kroc'hen zo rusk gwez-tulipez Virjinia. Ur relegenn vetal en deus ha koubloù hidrolek. Implijjout a ra 4 000 kg eoul ha lakaet eo da labourat gant ur c'heflusker 450 loen-kezeg[3].
E drompilh hag e lost zo gouest da fiñval. Gallout a ra ivez hejañ e zivskouarn, fiñval e bavioù, gwilc'hañ e zaoulagad ha blejal.
Luc'hskeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Royal de Luxe. The Sultan's Elephant official London website. Kavet : 2008-09-14.
- ↑ The Great Elephant. Les Machines de l'Ile. Kavet : 2008-09-14.
- ↑ An olifant bras el lec'hienn Les Machines de l'île