Mont d’an endalc’had

Nikolai Gogol

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nikolaz Gogol)
Nikolai Gogol

Ur romantour, un dramaour hag ur barzh rusian brudet eo Nikolai Vasilievitch Gogol pe Nikolay Vasilyevitch Gogol, (e rusianeg : Николай Васильевич Гоголь, hag en ukraineg: Микола Васильович Гоголь, Mikola Vasylyovitch Hohol’), ganet d'an 19 a viz Meurzh 1809 e domani Vasilevka, e Sorotchinsy, nepell diouzh Mirgorod e proviñs Poltava en Ukraina (a oa en Impalaeriezh Rusia d'an ampoent) ha marvet e Moskov d'an 21 a viz C'hevrer 1852. Un denjentil ha perc'henn-douar e oa e dad. Daremprediñ a rae ur penn bras eus Impalaeriezh Rusia dindan renadoù Katelin II, Paol I hag Aleksandr I. Koll e dad a reas Gogol pa oa 16 vloaz ha levezonet-bras e voe an emzivad gant spered relijiel ha deol e vamm.

Goude e studioù e Sankt Peterbourg ez eas da Voskov da glask sevenîñ ur garg uhel a-walc'h er velestradrezh impalaerel. Ne c'hellas nemet tizhout ur post bihan en ur ministrerezh divrud. Kelenner war an istor e Skol-Veur Sankt Peterbourg e voe e-pad ur bloavezh, met kompren a reas e oa gwelloc'h dezhañ plediñ gant al lennegezh ha seveniñ ar gefridi uhel evit mad ar vro a grede dezhañ e oa e hini.

E 1831 ha 1832 ec'h embannas dindan ul lesanv "Beilhadegoù en atant Dik'anka", un teskad danevelloù levezonet gant folklor Rusia. Berzh a ra ar skridoù-se evel ma raio an teskad danevelloù Mirgorod, ennañ an danevell brudet Taras Boulba. An danevell, ar Vantell, kroget e 1834 hag echuet e 1841 en deus bet ur pouez bras el lennegezh rusianek.
Koulskoude e c'hounezas ur vrud brasoc'h gant ur pezh-c'hoari, ar Revizor, c'hoariet e Moskov e 1836. Degemeret mat e voe an oberenn da gentañ pa voe gwelet evel ur flemmskrid eus ar spered burokratel, met da c'houde e klaskas meur a benn-uhel tamall da c'h-Gogol bezañ enebour d'ar renad impalaerel. Hag eñ strafuilhet-bras ha da dec'hel da Vro-Alamagn hag alese da Italia. Deuet en-dro da Rusia, ne c'hellas ket gouzañv chom en e vro hag ez eas da Vienna ha da Roma.
Eus 1836 da 1841 e savas gant poan Troioù-kaer Tchitchikov pe an Eneoù marv, e bennoberenn. Skrivet e komz-plaen, met istitlet barzhoneg, savet eo diwar patrom ar meulgan. Chom a reas strafuilhet spered ar skrivagner a guitaas e vro en-dro hag a glaskas lenn diehan an Avieloù.
Un degemer fall-tre a voe graet d'e v-Bommoù ar genskriverezh gant ma mignoned (1847) ken e kredas teurel en tan eil lodenn an Eneoù marv ma laboure warni abaoe 5 bloaz. Ne c'helle ket kaout ur spered habask ha pa'z eas da Jeruzalem e 1848 e voe gwall zipitet, hag ar memes tra pa veajas e Rusia e 1851. Hag eñ paour-razh ez eas da chom da di ar c'hont Alexei Tolstoi hag eno e nac'he debriñ. Ur wech all e lakaas deviñ adskrivadur eil lodenn an Eneoù marv. Mervel a reas diwar an naon en ur lavarout: "Ur skeul! Kasit buan ur skeul."

  • Taras Boulba, ur romant berr diwar-benn Kozaked Ukraina, a voe graet ur film diwarnañ
  • An Eneoù Marv, romant
  • Ar Revizor, pezh-c'hoari.
  • Danevelloù.