Mont d’an endalc’had

National Army (Iwerzhon)

Eus Wikipedia
Skoed ardamez an National Army
Soudarded an National Army dirak ar Royal Hotel e Luimneach e 1922
Paul James, un ofiser eus an Irish National Army e Hetherington, e-kerzh Brezel diabarzh Iwerzhon

An National Army ("Lu Broadel" ; iwerzhoneg : Óglaigh na hÉireann, "Nerzhioù-difenn Iwerzhon"), lesanvet Free State Army ("Lu ar Stad Dizalc'h") ha The Regulars ("Ar Re Reizh"), a oa lu Stad Dieub Iwerzhon etre an 31 a viz Genver 1922 hag ar 1añ a viz Here 1924.

Diazezet e oa bet e roll e-kerzh Brezel diabarzh Iwerzhon, pa oa bet o tifenn an ensavadurioù nevez savet gant ar Skrid-emglev Iwerzhonat-Saoz. Michael Collins, a oa penn uhelañ al lu adalek savidigezh an arme betek ma vefe lazhet gant izili an Irish Republican Army (IRA) a oa a-enep ar skrid-emglev e miz Eost 1922. Erlec'hiet e oa bet gant Richard Mulcahy.

Kentañ gwech ma voe gwelet al lu-se e voe d'an 31 a viz Genver 1922, pa voe kemeret ar galloud gantañ war barakennoù Beggars Bush digant ar British Army. An izili kentañ a oa bet reoù eus an Irish Volunteers pe eus an IRA hag a oa a-du gant ar skrid-emglev ha "Gouarnamant da C'hortoz Iwerzhon". Jeu a oa savet etre an National Army ha nerzhioù enep skrid-emglev an IRA ; ar re-se a oa emsavet a-enep gouarnamant Stad Dieub Iwerzhon.

D'an 28 a viz Even 1922, an National Army a lakaas kanoliañ an nerzhioù enep skrid-emglev a oa er Four Courts e Dulenn, gant kement-se e oa bet boulc'het Brezel diabarzh Iwerzhon.