Nathalie Lemel
Nathalie Lemel pe Le Mel, ganet Perrine Nathalie Duval e Brest (Bro-Leon) e 1826, ha marvet en Ivry-sur-Seine (Val-de-Marne) e 1921, a oa un emsaverez, anarkourez ha gwregelourez hag he devoa kemeret perzh war stoc'hadoù Kumun Pariz e 1871. Harluet e oa bet da gKanaky asambles gant Louise Michel.
Ur vuhez souezhus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vuhez souezhus eo bet buhez Nathalie Le Mel. Ganet e oa e Brest er bloaz 1826 ha dimezet gant Jérôme Le Mel e 1845. Ur stal levrioù a oa bet dalc’het ganti hag he gwaz e Kemper, e-pad daouzek vloaz, betek 1861, da vare Napoleon III. Tri c'hrouadur a oa ganet en tiad-se. Ur vaouez desket e oa gant sonjoù politikel ha sokial a-gleiz, evit lakaat gwirioù ar merc’hed da vont war-raok, da skouer.
Nathalie hag he gwaz oa aet kuit evit moned da labourat da Baris e 1861. Du-hont he doa kavet Nathalie ul labour evel “keinerez” levrioù (keinañ levrioù). D’ar mare-se ne oa ket droed, e Frans, da sevel sindikadoù. Kevredigezhioù, pe “sociétés” e galleg, a veze savet neuze gant ar vicherourion d’en em dolpiñ ha d’en em zifenn, ha Nathalie da vont e-barzh “kevredigezhioù” a sort-se. D’ar prantad-se e veze paeet ar merc’hed nebeutoc’h evit ar baotred. Ne oa na just, na reizh, met e mod-se e oa. Zoken hiziv e chom gopr ar merc’hed izeloc’h evit gopr ar baotred. Nathalie Le Mel oa bet e penn an diskrogoù labour a oa bet dalc’het e Pariz er bloaz 1864 ha 1865. Hag a-gres d’an diskrogoù labour-se, ar merc’hed a laboure er stalioù keinerezh oa bet paeet evel ar baotred. Nathalie Le Mel a oa deuet da vout unan eus pennoù bras an Etrebroadel kentañ e Pariz. An Etrebroadel oa bet savet e Londrez tri bloaz a-raok, gant Marx, Engels ha Bakounin evit tolpiñ micherourion ar bed a-bezh.
E-penn “La marmite”
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude-se, e oa bet lakaet Nathalie Le Mel e-penn ur preti, anvet La Marmite. Ar stal-se oa bet savet evit reiñ boued marc’hadmat d’ar vicherourion hag evit komz politik e-barzh. Ar bolis a daole ur sell war-du Nathalie hag he stal. Hag ar pezh a rae Nathalie ne blije ket tamm ebet d’he gwaz Jerôme, ivez. Hennezh a oa troet fall : ul lonker bras e oa deuet da vout Jérôme Le Mel hag, ouzhpenn-se, e faote dezhañ paraat ddiouzh e vaouez da ober politik. Setu dispartiet an daou-se, pep hini diouzh e du. Met Nathalie a gendalc'he d’ober war-dro he bugale.
Ur brezel etre Fransizion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brezel oa er c’houplad-se, met brezel ivez etre Bro-Frañs ha Bro-Alamagn... Goude bout trec’het Napoléon III gant an Alamaned, ar re-se o vezañ erruet tro-dro da Bariz. Ar c’hrogadoù oa echu, ur republik oa bet savet e-lec’h an impalaeriezh. Met Kumun Parizne oa ket a-du, tamm ebed, gant gouarnamant an aotrou Adolphe Thiers hag hennezh oa aet kuit betek Versailles e-lec’h chom e-barzh ur gêrbenn en dispac’h... Ha Nathalie Le Mel, begon, startijenn ganti c’hoazh, da sevel ur strollad evit ar merc’hed, Unvaniezh ar merc’hed, renet ganti ha micherourezed all. Ar strollad-se a c’houlenne ingalded etre merc’hed ha paotred, hag ar justis sokial. Nathalie Le Mel oa unan a verc’hed brudetañ ar Gumun, get Louise Michel. Met ar gouarnamant staliet e Versailhez ne faote ket dezhañ lakaat Kumun Pariz da vont war-raok ; kaset en doa an arme evit he flastriñ... Ur brezel oa bet, etre Frañsizion, Bretoned e-barzh, hag ar gumunarded da vout trec’het get an arme... Nathalie Le Mel hag he strollad merc’hed a oa klandiourezed, kentoc’h. Met Nathalie he doa dalc’het ur stoc'had (barrikadenn) e-pad peder euriad, gant merc’hed all, o tennañ war ar soudarded.
Kaset da Galedonia-Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wezh echu gant ar Gumun, Nathalie Le Mel a oa bet harzet, barnet ha kondaonet da vout kaset da Galedonia-Nevez gant kumunarded all, ha chom eno betek fin he buhez. Louise Michel ha Nathalie Le Mel oa bet kaset di e-barzh ar memes bag. Louise Michel he doa kemeret ganti levrioù brezhoneg da zeskiñ hor yezh; ur yezhadur roet dezhi, marteze, gant Nathalie Le Mel... Honnezh ha Louise Michel a oa mignonezed, met ne oant ket a-du kement-se an eil gant eben. Nathalie oa tost d’ar sokialourion, ha Louise tostoc’h ouzh an anarkourion... Chomet int c’hwec’h vloaz e Kanaki. Nathalie a veze klañv alies, ha pell diozh he bugale... Nathalie ha Louise a oa bet spontet o welout ar pezh a veze graet d’Kanaked. Tapet veze dezhe mui-oc’h-mui a zouar get ar Frañzision hag ar re se n'o doa doujañs ebet evit o sevenadur. Louise Michel ha doa savet ur skol evit deskiñ lenn ha skrivañ da vugale Kanaki...
Marvet d’an oad a 96 vloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wezh deuet en-dro da Bariz, e labouras Nathalie Le Mel e kazetennoù 'zo. Met paour-razh e oa, ha klañv. Kaset e oa bet d’an ospis. Erru e oa kozh Nathalie, met mont a rae bep bloaz da lidañ Kumun Pariz. Trist eo bet fin he buhez. Marv oa he bugale ha ne oa ket kazimant den ebed evit ober ar he zro. Marv eo d'ar 25 a Viz Mae 1921, d’an oad a 96 vloaz. Istor Nathalie Le Mel zo kontet barzh ul levr skrivet e galleg gant Eugène Kerbaul hag anvet “Nathalie Le Mel, révolutionnaire et féministe”. N’he doa ket kontet he buhez hi hec'h-unan dre skrid.Eugène Kerbaul zo marvet e miz Eost 2005. E levr zo bet adembannet gant ar strollad : "Amis de la Commune de Paris", 46 rue des Cinq diamants, 75013 Paris.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad savet diwar bennad Christian Le Meut war [1]