Monterrey
Evit implijoù all, gwelet Monterrey (disheñvelout).
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/20/Cerro_de_la_Silla.jpg/300px-Cerro_de_la_Silla.jpg)
Monterrey zo ur gêr vras eus Mec'hiko ha kêr-benn stad Nuevo León.
Da-geñver niveradeg 2010 e oa 1 135 512 a dud o chom e kêr ha 3,7 milion a dud a oa en tolpad-kêrioù (11 kumun en holl). Gant se ez eo unan eus tolpadoù-kêrioù brasañ Norzhamerika. Ur gêr a bouez eo Monterrey evit an industriezh hag ar c'henwerzh e hanternoz Mec'hiko. Savet e voe e dibenn ar XVIvet kantved ha badezet e voe "Ciudad Metropolitana de Nuestra Señora de Monterrey" gant ar c'honkistador Diego de Montemayor, en enor da Gaspar de Zúñiga y Acevedo, kont Monterrei e Galiza, ha besroue Spagn Nevez. Abaoe dibenn an XIXvet kantved eo deuet da vezañ ur gêr vras hag ur greizenn industriel a bouez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezh 1846, e voe un emgann bras er gêr e-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, anvet Emgann Monterrey. An nerzhioù mec'hikan kalonek a voe rediet da gilañ goude pevar devezh stourm gwadus evit an daou du. An emgann a oa bet unan kêrel dorn-ha-dorn. Kalzig jeneraled eus an Eil emelladenn Bro-C'hall e Mec'hiko a oa bet ganet e Monterrey, evel Mariano Escobedo, Juan Zuazua ha Jerónimo Treviño.