Mont d’an endalc’had

Mike Kelley

Eus Wikipedia
Mike Kelley : Frankenstein, 1989

Mike Kelley (1954 e Detroit) a zo unan eus arzourien vrudetañ aod kornôg ar Stadoù-Unanet abaoe 1980. Labourat a ra gant loened plouzet, tapisoù, bannieloù, tresadennoù hag objedoù liesseurt. Pegadurioù, staliadurioù ha video a vez graet gantañ. Hervez ar vurutellerien e c'haller renkañ e oberennoù en Abjection.

Mike Kelley a voe ganet e Wayne (Michigan), ur bannlev eus Detroit, e 1954. E yaouankiz gasas eno ma oa bet diwanet strolladoù sonerien evel Iggy and The Stooges. Kemer a reas perzh er strollad sonerien Destroy All Monsters. E 1978 ez eas da Los Angeles ma heulias kentelioù er California Institute of the Arts hag e stagas gant meur a raktres (The Sublime, Monkey Island, Plato's cave ha Lincoln's Profile) ma'z implijas tresadennoù, livadurioù, delwennoù, skridoù hag ivez taolioù-kaer. Brudet e teuas da vezañ e diavaez Los Angeles er bloavezhioù 1980 gant e rummad staliaduriioù anvet Half-a-Man. Kemer a reas perzh ivez en Documenta 9. E 1992 e voe implijet oberennoù Kelley da sevel golo ar bladenn Dirty gant Sonic Youth. E 1993 e voe kinniget un diskouezadeg war holl e oberenn er Whitney Museum e New York. Abaoe 1982 e vez diskouezet e oberennoù er Metro Pictures e New York. Ezel eo bet eus Poetics gant John Miller ha Tony Oursler hag o doa studiet er California Institute of the Arts ivez. Ezel eo eus rann arzoù-kaer Art Center College of Design Pasadena.

Diazezet eo labour Kelley war ar politikerezh, ar brederouriezg, an istor, ar sonerezh underground, an arzoù kinklañ ha sevenadur ar vicherourien. Diskouez a ra en e oberennoù ar c'hudennoù etre renkadoù hag etre paotred ha merc'hed evel kudennoù stag ouzh ar reolioù, an torfederezh hag ar wallsiegezh. E miz Du ha miz Kerzu 2005 e voe aozet e ziskouezadeg pouezusañ anvet Day is Done er Gagosian Gallery. Enni e tiskouezas staliadurioù liesvedia en o zouez pezhioù arrebeuri emlusk, ha filmoù lidoù huñvreet diazezet war levrioù aour liseoù, krogadoù sport ha pezhioù-c'hoari 1. E miz Kerzu 2005 e lavaras ar buruteller Jerry Saltz (a labour evit Village Voice) e oa Day is Done ur skouer eus al luskad clusterfuck aesthetics ("kened ar reuz"), ur rann eus an arzoù a vremañ da geñver plas brasoc'h-brasañ al liesvedia2.

Un dibab oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • "Half-a-Man", 1987-91, rummad objedoù, tresadennoù ha staliadurioù
  • "Pay for Your Pleasure", 1988, staliadur
  • "Heidi", 1992, video (gant Paul McCarthy)
  • "Mike Kelley's Proposal for the Decoration of an Island of Conference Rooms (with Copy Room) for an Advertising Agency Designed by Frank Gehry", 1992

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Educational Complex Onwards (1995-2008), Mike Kelley, Les Presses du réel, 2009 ISBN978-2-84066-356-0}}

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]