Mezozoeg
Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored. Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg.
E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.
Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.
Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).
Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem :
- Trias (etre -251 ha -199,6 milion bloavezhioù) : liesadur an dinosaored ;
- Juraseg (etre -199,6 ha -145,5 milion bloavezhioù) ;
- Kleizeg (etre -145,5 ha -65,5 milion bloavezhioù) : en diwezh ar sistem ez a da steuziañ an dinosaored.
Sellet ivez ouzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeul amzervezhioù douarouriezhel
Hoalad ar Mezozoeg | ||
---|---|---|
Triaseg | Juraseg | Kretase |