Mont d’an endalc’had

Maus

Eus Wikipedia
Art Spiegelman e Saloñs Levrioù Pariz e 2012.

Maus zo ur romant grafek aozet gant Art Spiegelman hag embannet etre 1980 ha 1991 er Stadoù-Unanet.
Diazezet eo war atersadennoù an tad hag a zo chomet bev e kampoù-diouennañ an Eil Brezel-bed, graet gant e vab Artie. Danevellet eo ar Shoah gantañ eta, dreist-holl heskinadeg ha peurlazhadeg ar Yuzevien e Polonia er bloavezhioù 1930 ha 1940. Treset eo ar Yuzevien evel logod (maus en alamaneg), an Alamaned evel kizhier hag ar Boloniz evel moc'h.

E 1992 e oa aet ur Priz Pulitzer arbennik gantañ, ar wech kentañ hag ar wech nemeti d'ur vandenn-dreset kaout ar priz-se. Troet eo bet e tregont yezh.

Div lodenn zo en istor. Komañs a ra en amzer vremañ e 1978 e New York lec'h ma klask an aozer dastum testeni e dad Vladek diwar-benn al Loskaberzh evit kaout danvez da aozañ e vandenn-dreset. An amzer dremenet a gomañs e Częstochowa er bloavezhioù a-raok an Eil Brezel-bed betek ar mare ma'z eo dieubet e dud eus ar c'hampoù-diouennañ nazi. Ar mab n'en deus ket darempred aes gant e dad, hag e vamm a oa en em lazhet pa oa 20 vloaz. Distrujet eo bet dornskrid he c'hantouez en Auschwitz gant an tad glac'haret.

Izegour eo doare tresañ Art Spiegelman, ha teknikoù nevez zo implijet gantañ e lusk an istor ha frammadur ar bajenn.