Mont d’an endalc’had

Maulets

Eus Wikipedia
Maulets
juvenile political organization
Deiziad krouiñ10 Gen 1999 Kemmañ
Anv ofisielMaulets, el jovent independentista revolucionari Kemmañ
House publicationEn Marxa Kemmañ
LuskadEsquerra independentista Kemmañ
Political alignmentTu-kleiz Kemmañ
Ideologiezh politikelCatalan pro-independence movement, Q108327014, sokialouriezh Kemmañ
Lec'h diazezBerga Kemmañ
Bet erlec'hiet gantArran Kemmañ
Erlec'hiañ a raMaulets, Joves Independentistes Revolucionaris Kemmañ
Deiziad divodañ14 Her 2012 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://maulets.org/ Kemmañ
Operating areaBroioù Katalan Kemmañ

Maulets a zo un aozadur broadelour evit yaouankizoù Katalonia hag a stourm evit dishualded hag unvaniezh ar Broioù Katalanek hep renkadoù sokial hag hep gwallziforc'hioù etre ar wazed hag ar maouezed hag en ur zoujañ d'an endro. Klask a ra unvaniezh holl aozadurioù disrannour eus an tu-kleiz.

Krouet e oa bet e 1988 ha buan-tre e teuas da vezañ rann yaouankizoù ar MDT-PSAN hag e 1989 e teuas da vezañ rann yaouankizoù Catalunya Lliure.

Goude ur prantad tabut diabarzh etre daou raktres strategel Unitat Popular ("Unvaniezh ar Bobl") ha Front Patriòtic ("Talbenn Brogarour"), e 1995 e kemeras perzh meur a ezel eus ar Maulates e krouidigezh ar Plataforma per la Unitat d'Acció ("Kensavenn evit an Ober Unvan"). E 1998 en em deuzas gant Maulets Joventuts Independentistes Revolucionàries (JIR, "Yaouankizoù Disrannour Dispac'hel"), liammet ouzh an MDT-IPC ha diwar an unvaniezh-se e oa bet kemmet an anv ha dont da vezañ Maulets, el jovent independentista revolucionari.

Staliet emañ Maulets en un tregont bennak eus rannbarzhoù (comarques) ar Broioù Katalanek a-bezh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]