Mont d’an endalc’had

Masamune Shirow

Eus Wikipedia
Masamune Shirow
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhJapan Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den士郎正宗 Kemmañ
Anv e kanaしろう まさむね Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Du 1961 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKobe Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjapaneg Kemmañ
Micheranimator, Mangaka, aozer bannoù-treset Kemmañ
Bet war ar studi eOsaka University of Arts Kemmañ
Prizioù resevetSeiun Award for Best Comic Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.shirowledge.com/index_enu.html Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Masamune Shirow 士郎・正宗 (anv gwir おおた・まさのり Ōta Masanori pe おだ・まさのり Ōda Masanori, ganet d'an 23 a viz Du 1961 e Kōbe) a zo un treser manga japanat brudet er bed a-bezh. E Hyōgo emañ o chom hiziv an deiz. « Masamune Shirow » a zo un anv-pluenn : Masamune a oa ur gov japanat brudet a vevas er XIVvet kantved[1].

Gantañ eo bet savet Appleseed ha Ghost in the Shell. Ar cyberpunk, ar sevel bedoù poellek (a seblant gwirheñvel a-fet politikerezh, sevenadur ha skiantoù) hag ar mecha eo an dodennoù pennañ a gaver en e oberennoù. Peurliesañ e lak maouezed da harozed e vannoù-treset. Leun a vunudoù eo e dresadennoù[2], ha luziet e c'hallont seblantout pa seller buan outo. En e istorioù e vesk pennadoù preder war ar politikerezh ha pennadoù brivilh enno. Lod brasañ e oberennoù a zo bet lakaet da filmoù bevaat.

Filmoù bevaat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Filmoù hir
Stiradoù
  1. William Scott Wilson, rakskrid Sabre de vie (Heiho kadensho) gant Yagu Munenori, embanandurioù Budo
  2. http://www.taschen.com/media/downloads/clipping_200410_revista_manga_0707091331_id_66405.pdf

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける