Mont d’an endalc’had

Manhattan

Eus Wikipedia

Manhattan
borough of New York City, consolidated city-county
Deiziad krouiñ1624 Kemmañ
Anv ofisielManhattan Kemmañ
Anv er yezh a orinManhattan Kemmañ
Treuzskrivadur APImænˈhætən Kemmañ
Anvet diwarManhattan Kemmañ
Anv annezidimanhattaniti Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Kêr-benntalvoud ebet Kemmañ
E tiriadNew York Kemmañ
Gwerzhid-eurEastern Time Zone, UTC−05:00, UTC−04:00 Kemmañ
War riblEast River, Hudson (stêr), Upper New York Bay, Harlem River, Spuyten Duyvil Creek Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°43′42″N 73°59′39″W Kemmañ
Penn an aotrouniezhGale Brewer Kemmañ
Coextensive withNew York County Kemmañ
Darvoud-alc'hwezGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://manhattanbp.nyc.gov/html/home/home.shtml Kemmañ
KML fileTemplate:Attached KML/Manhattan Kemmañ
Dezverket drecongestion pricing Kemmañ
Poblañsouriezh an danvezdemographics of Manhattan Kemmañ
Kod pellgomz an takad212, 646, 917 Kemmañ
Category for the view from the itemCategory:Views from Manhattan, New York City, Category:Views from automobiles in Manhattan, New York City Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Manhattan, New York City Kemmañ
Map
Lec'hiadur Manhattan e kêr New York
Gwel eus Manhattan.

Manhattan (distagadur: [mænˈhætən]) a zo unan eus ar pemp borough (ranngêr velestradurel) a ya d'ober kêr New York er Stadoù-Unanet. An hini bihanañ anezho eo, met an hini stankañ ar boblañs ennañ, hag ivez an hini pinvidikañ. Ur plas arc'hantel bras eo, hag eno emañ Wall Street hag an New York Stock Exchange. Ur bern skraberioù-oabl a zo, gant ar re vrudetañ evel an Empire State Building hag an One World Trade Center a gemer lec'h ar World Trade Center distrujet gant gwalldaolioù d'an 11 a viz Gwengolo 2001. Er New York City Hall (« Ti-kêr New York ») emañ sez Gouarnamant ar gêr. Skolioù-meur brudet zo ivez, evel Columbia University, New York University ha Rockfeller University.

Heñvel ouzh New York eo Manhattan ul lec'h bedvroat. Kalz koñsuldioù ha sez ar Broadoù Unanet a gaver eno. E China Town emañ an niver brasañ a Sinaiz er Cʼhornôg. Lec'h touristelañ ar Mell Aval eo, gant 62,8 milion a doutisted e 2017,[1]. Ar mirdioù brudetañ eo ar Metropolitan Museum of Art, ar muzeom amerikan istor naturel hag ar Museum of Modern Art (MoMA). Time Square, Central Park ha Grand Central Terminal emañ e-touez an dek lec'h ar muiañ gweladennet er bed.

Dont a ra an anv eus ar ger mounseek manaháhtaan hag a dalv « enezenn stank he zorgennoù » moarvat.

Diazezet e voe ur post kenwerzh e Manhattan izel gant tud eus ar Proviñsoù-Unanet e 1624. Prenet e voe da Ameridianed hag anvet Amsterdam Nevez e 1626. Tremen a reas dindan reoladur ar Saozon e 1664, hag e voe adanvet New York pa voe roet an douaroù-se da Dug York gant e vreur ar roue Charlez II Bro-Saoz.

C'hoarvezout a ra ar borough eus enezenn Mahattan, Marble Hill en douar bras hag enezigoù. Enezenn Manhattan zo 59 km² dindani, 21,6 km hirder ha 3,7 km ledander dezhi d'al ledanañ (e-kichen ar 14vet straed).

Yen ha gleb e vez ar goañv, tomm ha gleb an hañv.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Mayor De Blasio And NYC & Company Announce NYC Welcomed Record 62.8 Million Visitors In 2017. NYC & Company, Inc (20 a viz Meurzh 2018). Kavet : April 4, 2018.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.