Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Louis-Albert Bourgault-Ducoudray |
Anv-bihan | Louis-Albert |
Deiziad ganedigezh | 2 C'hwe 1840 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 4 Gou 1910 |
Lec'h ar marv | Vernouillet |
Lec'h douaridigezh | Miséricorde cemetery |
Pried | Marie Bourgault-Ducoudray |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | penn laz-seniñ, sonaozour, music educator, musicologist |
Implijer | Conservatoire de Paris |
Bet war ar studi e | Conservatoire de Paris, Nantes Conservatory |
Studier | Maurice Emmanuel, E. C. Grassi |
Bet studier da | Ambroise Thomas |
Brezel | Brezel 1870-1871 |
Luskad | sonerezh klasel |
Ezel eus | Kevredigezh Vroadel Breizh |
Tachenn | C'hoarigan |
Prizioù resevet | Prix de Rome, ofiser al Lejion a Enor |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Loeiz-Alberzh Bourgault-Ducoudray (Louis-Albert e galleg), ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned, ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1910 e Vernouillet, zo ur sonaozer breizhat.
Buhezskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet Louis-Albert Bourgault-Ducoudray d'an 2 a viz C'hwevrer 1840 e Naoned. Savet eo bet en ur familh armatourien. Penn-klaviaz ha sonaozer e vo e-pad e vuhez. Studioù war ar gwir en doa graet da gentañ. Goude-se en doa c'hoantaet mont da Skol sonerezh Naoned. Gounezet e oa bet Priz Roma gantañ e 1862 ha dont a reas da vezañ kelenner e Skol sonerezh Pariz. Pledal a ra kenañ gant sonerezh hengounel Breizh. Graet en doa ul labour a-feson evit brudañ anezhañ, awenet e oa bet gantañ evit e oberennoù met brudañ a reas anezhañ ivez war-eeun. E-pad e vuhez vicherel e klaskas digeriñ bed ar sonerezhioù hengounel a bep seurt d'an holl. Evit se oa graet beajoù studi gantañ e pep lec'h (e Gres dreist-holl). Plijout a rae kalz sonerezh Rusia eus e vare dezhañ. Plijout a rae dezhañ kement sonerezh Breizh ha reoù ar broioù pellañ. Daou eus e operaoù a zo ur skouer vat eus kement-se. Lec'hiet eo an hini kentañ, Tamara da anv dezhañ, e Baki en Azerbaidjan hag an eil, Myrdhin, skrivet 15 vloaz diwerzhatoc'h, e Breizh. Skrivañ a rae e-barzh 'n ur bern kazetennoù a bep seurt pa oa ezel eus Kevredigezh Vreizh e 1876. Marvet eo Louis-Albert Bourgault-Ducoudray e Vernouillet (Bro-C'hall) d'ar 14 a viz Gouere 1910.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er penn kentañ, ha goude bezañ dizoloet Italia hag he sonaozourien eus an azginivelezh, ez eo awenet ganto hag e sav daou Stabat Mater, an eil anezho a zo dediet da Balestrina. Anvioù e oberennoù a zegas da soñj eus beajoù 'zo: "Karnaval Aten", "Dañs Egipt" pe "Rapsodienn Kambodjia". Niverusoc'h eo e bezhioù piano. Ar memes awenoù a gaver enno, tapet e Gres, Azerbaidjan pe e Breizh. Awen Breizh eo an hini greñvañ. Kefridiet eo gant ar Ministrerezh da zastum tonioù pobl e Breizh, ha pa ne oar ket brezhoneg e c'houlenn skoazell digant gwellañ yezhourien e amzer (Vallée, Loth). E oberennoù pennañ liammet gant Breizh a zo, end-eeun, "Myrdhin" (Marzhin) hag "Anna Vreizh", homañ diwezhañ 'zo gouestlet da Michel Columb, kizellour an duged.
Oberoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberoù sonerezh siñfoniek hag operaoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dañs Ejipt, barzhoneg siñfoniek
- Karnaval Aten, barzhoneg siñfoniek
- Interamant Ofelia, barzhoneg siñfoniek
- Mab Saul, barzhoneg siñfoniek
- Rapsodienn Kambodj, barzhoneg siñfoniek
- Siñfonienn 1861
- Siñfonienn relijiel gant kor 1868
Oberoù sonerezh kambr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peder sonenn evit violoñs ha piano
- Luskellerezioù evit violoñs
- Faltazienn evit bason ha piano
- Peder sonenn evit violoñs
- Abergafenni
- Sonennoù, evit piano ha gaolvioloñs
- Ofertouer evit orglez
- Dindan an haleg, evit piano ha violoñs
- Teir sonenn, evit piano ha gaolvioloñs
- Peder sonenn evit violoñs
- Anisykhia, evit piano ha violoñs 1881
- War al lec'hier, evit piano ha violoñs 1881
- Adagio evit orglez 1884
- Obidoù ur werc'hez 1889
- Rapsodienn Kambodj 1890
- Tri fezh evit violoñs pe gaolvioloñs ha piano 1890
- Kimiad diwezhañ, evit piano ha gaolvioloñs 1900
- Valsenn fentus, evit piano ha gaolvioloñs 1910
- Ar vêsaerez d'ar c'hraou, evit oboell arvoud ha piano 1913
- Ar vêsaerien hag ar c'haou, evit piano ha violoñs 1913
Oberoù piano ha kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Boureenn
- Baleomp d'an drip
- Ar Wenrannadez
- War ar ramparzh
- Ar voustikenn
- Rapsodienn Kambodj
- Kan-brezel breizhek
- Menued evit piano 1872
- Gavotennoù 1872 & 1882
- Karnaval Aten 1881
- Kounioù eus Prades 1890
- Brastresoù siñfoniek evit piano 1890
- Pachepi evit piano 1896
- An hini Vuiañ, valsenn evit dañsal 1898
- Abergafenni 1900
- Tri fezh evit piano 1900
- Ton dañs en ur pleusk kozh 1900
- Jabadao evit piano 1901
- Sonenn eeun evit piano 1905
- Mogedennoù 1905
- Luskellerez tener 1905
- Da Sant Huberzh 1907
- Damskeudennoù diouzh an natur 1907
- Daouzek pezh bugel evit piano 1907
- Gavotennoù Breizh 1912
- Dañs Ejipt 1929
Oberoù mouezh ha relejiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Stabat Mater
- Tamara, opera 1890
- Myrdhin, opera 1905