Mont d’an endalc’had

Likia

Eus Wikipedia
Bezioù Dalyan, e Likia, en Anatolia.
Likia en Azia

Likia zo ur rannvro istorel e Turki, er c'hreisteiz da Lidia en Anatolia .

Hervez Herodotos he devoa bet Europa daou vab, Sarpedon ha Minos. bec'h a savas etrezo evit ren e Kreta. Minos a gasas Sarpedon hag e dud, an Termilae, d'an harlu. Hag int erruout e Milias e Likia. Diwezhatoc'h, Likus, mab da Pandion II, roue Aten, kaset d'an harlu gant e vreur Egeos, a deuas da chom gant an Termilae. Hag int da envel ar vro Likia, diwar e anv.