Mont d’an endalc’had

Lenn Alaotra

Eus Wikipedia
Lenn Alaotra gwelet diouzh an oabl

Lenn Alaotra eo brasañ lenn Madagaskar, 900 km² he gorread.

Enni e kaver spesadoù evned en arvar, evel houad Meller (Anas melleri). Daou spesad all na vezont ket kavet el lenn ken : morilhon Madagaskar (Aythya innotata) hag a chom un nebeud hiniennoù anezhañ e norzh an enez, ha plomer Alaotra (Tachybaptus rufolavatus), disklêriet aet da get e 2010.