La Lupe
La Lupe a oa anv-micher Guadalupe Victoria Yolí Raymond, a oa ur ganerez kuban ganet d'an 23 a viz Kerzu 1936[1] e Santiago de Cuba ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1992 er Bronx e New York, ma'z eo bet adanvet 139th Street en hec'h anv, La Lupe Way[2].
Kanañ a rae bolero, guaracha ha pezh a veze anvet latin soul. Hiziv e vez gwelet evel ur ganerez salsa evel Celia Cruz. Meur a bladenn he deus graet gant ar soner Tito Puente.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2006 e oa unan eus penntudennoù ar romant La isla de los amores gant ar skrivagnerez kuban Daína Chaviano. Hennezh eo ar romant kuban muiañ troet, aet gantañ ar vedalenn aour er Florida Book Awards ha troet en 20 yezh.
E 2008 e voe kaoz anezhi el levr Con el diablo en el cuerpo, anv he fladenn gentañ, gant ar skrivagner dominikan Rafael Darío Durán.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2009 : La Mala, gant Lena Burke ha Jorge Perugorría, diazezet war buhez La Lupe.
- 2015 : Celia, un novela diazezet war buhez Celia Cruz ma'z eus kaoz eus La Lupe en dudenn Lola Calvo.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- O kanañ
- O komz dirak ur sal diwar-benn he buhez
- Film istorel diwar he fenn
- O kanañ Guantanamera gant Celia Cruz
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Find A Grave
- ↑ Google Maps