Mont d’an endalc’had

Kurt Waldheim

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Kurt Waldheim

Kurt Waldheim (bet ganet d'an 21 a viz Kerzu 1918 e Sankt Andrä-Wördern, Aostria, ha marvet d'ar 14 a viz Even 2007 e Vienna, Aostria, diwar mour ar galon), a oa un diplomat hag un den politik aostrian. Sekretour-meur an ABU e oa bet etre 1972 ha 1981 ha Prezidant Republik Aostria diwezhatoc'h (1986-1992). Dimezet ha tad tri bugel (div verc'h hag ur mab dezhañ).

Studiet en deus ar Gwir ha tapet gantañ un Doktorelezh e Skol-Veur Vienna. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Ofisour el lu alaman (ar Wehrmacht). Jubennour e oa e Yougoslavia pa voe aloubet ar vro gant armeoù Hitler.

Tabut diwar-benn e berzh e torfedoù an nazied

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e labour evel diplomat eo bet dilennet Prezidant Republik Aostria. War ar renk evit ÖVP (tu-zehou) e oa. Diskouezet eo e berzh en ur rejimant en deus graet divalavamantoù e Yougolavia. Asurañ a ra en deus graet e dlead ha chom Prezidant betek fin e respet. Persona non grata eo diskleriet gant Stadoù Europa hag ar Stadoù-Unanet. War ur roll du eo bet lakaet.

N'eo ket a-du an istorourien war e berzh e krimoù. Tamallet eo avat ivez gant Bodad Yudev ar Bed da deportiñ Yudev eus Gres.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.