Mont d’an endalc’had

Kig-yar tandoori

Eus Wikipedia
Kig-yar tandoori gant riz, kari piz-sises, ha chatni

Sekred-kegin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En holl sekredoù-kegin diwar-benn ar c'hig-yar tandoori e kinniger meskañ spisoù liesseurt : kari, jinjebr, koumin, pebr Kayen gant yaourt a-benn aozañ un hilienn a vo soubet ar c'hig-yar enni. Evel-se e tap ar c'hig ul liv ruz-orañjez. Ur wech soubet ar c'hig e vez poazhet er forn anvet tandoor. Peurliesañ e vez servijet ar c'hig-yar tandoori asambles gant tammoù sitroñs ha tammoù ognon troc'het.