Mont d’an endalc’had

Ki-dour

Eus Wikipedia
Ki-dour


Tost en arvar (NT)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lutra
Anv skiantel
Lutra lutra
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hi-dour, pe dourgi (Lutra lutra), a zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged a vev en Eurazia. Anvet e vez ki-dour Eurazia, pe ki-dour ar bed kozh, d'e ziforc'hañ diouzh an dourgon arall.

Ki-dour Eurazia eo an hini boutinañ eus ar c'hon-dour. En Europa a-bezh met ivez en Azia hag en Afrika (Aljeria ha Tunizia) e kaver anezhañ. En arvar emañ war lodennoù 'zo eus e diriad avat, hag aet eo da get el Liechtenstein, en Izelvroioù hag e Suis. Fonnus-tre e kaver anezhañ c'hoazh war aodoù Norvegia hag e norzh Breizh-Veur, dreist-holl en inizi Shetland ma vev, war a greder, 12 % eus poblañs dourgon Breizh-Veur eno.

Pesked a zebr dreist-holl hag ivez raned, evned, kresteneged ha zoken bronneged bihan.

Tachennadel eo ar c'hon-dour hag en o-unan e vevont an aliesañ. Etre 1 ha 40 km eo hirder o ziriad, hervez stankder ar preizhoù. Parañ a reont en dour hag etre 1 ha pevar c'holen a vez ganet gant ar parezed goude 63 devezh dougen. E-pad bloaz e chom ar re vihan gant o mamm. Ne gemer ket ar pared tamm perzh ebet evit desevel anezho ha diarbennet e vezont gant ar parezed un nebeud devezhioù goude ar c'hanedigezh.

Diouzh an noz eo oberiant ar c'hi-dour hag e tremen an devezh en e zouarenn.

Hemolc'het e veze ar c'hi-dour evit e greoñ, pezh a voe abeg un digresk mantrus eus ar boblañs e meur a rannvro. Gant al louzoù enebamprevaned e vez lakaet en arvar bremañ. Gant al labourerien-douar e vezont fuilhet war ar maezioù ha gant an dour-glav e redont d'ar stêrioù. Danvezioù pistrius en em vern e korf ar c'hon-dour hag o ampoezoniñ tamm ha tamm.

War gresk ec'h a o niver adarre abaoe ma'z bet difennet al louzoù dañjerusañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Ki-dour er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.