Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2016
Neuz
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2016 | |||
Kampion ar vlenierien: Nico Rosberg Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2015 | War-lerc'h: | 2017 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2016 eo 67vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur redadeg warn-ugent a oa bet redet er bloaz-se ha mont a reas ar maout gant Nico Rosberg, mab d'ar c'hampion 1982 Keke Rosberg, e-touez ar vlenierien ha gant Mercedes e-touez ar saverien. Nico Rosberg a yeas war e leve diouzhtu goude e ditl.
Ur skipailh nevez a voe degemeret e-touez ar saverien, ar skipailh amerikan Haas F1 Team ha distreiñ a reas Renault evel ur skipailh F1.
Blenierien ha kirri
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu roll an holl vlenierien, skipailhoù hag oberourien keflusker o doa redet e 2016.
Prizioù Bras 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñchamantoù skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krog eo ar skipailh nevez amerikan Haas F1 Team da redek e 2016.
- Adprenet eo Lotus F1 Team gant Renault Sport evit distreiñ da redek dindan e anv.
Cheñchamantoù keflusker
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Scuderia Toro Rosso a red gant kefluskerioù Ferrari.
- Manor a red gant kefluskerioù Mercedes.
- Adanvet eo kefluskerioù Renault Red Bull dindan an anv TAG Heuer.
Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cheñch a reont skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ne chom ket Romain Grosjean da redek gant Lotus (deuet da Renault adarre) met mont a ra da redek gant ar skipailh nevez Haas F1 Team.
Cheñchet o deus skipailh e-kerzh ar bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goude un nebeud gwallzarvoudoù e rank Daniil Kvyat distreiñ da redek gant Toro Rosso (redek a rae gant Red Bull) adalek Priz Bras Spagn.
- Evit erlec'hiañ anezhañ eo pedet Max Verstappen da redek gant Red Bull. Kuitaat a ra Toro Rosso eta a-raok Priz Bras Spagn.
Mont a reont kuit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goude 96 redadeg hag un trec'h n'eo ket miret Pastor Maldonado gant Lotus aet da Renault, abalamour d'e zisoc'hoù hag abalamour ma n'eo ket harpet gant arc'hant Stad Venezuela ken.
- Will Stevens (18 redadeg) n'eo ket miret gant Manor.
- Roberto Mehri (13 redadeg) n'eo ket miret gant Manor.
- Alexander Rossi (5 redadeg) n'eo ket miret gant Manor.
Distreiñ a reont
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Esteban Gutiérrez (38 redadeg etre 2013 ha 2014) a zistro goude ur bloaz tremenet evel blenier esaeoù Ferrari da redek gant Haas.
- Kevin Magnussen (ur bloavezh leun gant McLaren e 2014 hag ur redadeg e 2015 evit erlec'hiañ Fernando Alonso, gloazet) a zistro da redek leun-amzer gant Renault.
Deraouidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jolyon Palmer a gomañs da redek gant Renault.
- Pascal Wehrlein a gomañs da redek gant Manor.
- Rio Haryanto a zeu da vezañ blenier indonesat kentañ o redek e Formulenn 1 pa red gant Manor.
- Esteban Ocon a gomañs da redek e-kerzh ar bloaz oc'h erlec'hiañ Rio Haryanto gant Manor adalek Priz Bras Belgia.
- Stoffel Vandoorne a red e Briz Bras kentañ e Bahrein evit erlec'hiañ Fernando Alonso, gloazet.
Renkadur 2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Blenierien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Saverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |
|