Kefalos
Kefalos (Κέφαλος e gregach, a dalv "penn") a oa mab da z-Deioneüs (pe Deion), roue Fokis, ha Diomede. Sot e oa gant ar chase. Dimezet e oa da Brokris, ur verc'h da Erec'htheüs, roue Aten.
Arabat eo meskañ gant Kefalos mab Hermes, nebeutoc'h anavezet.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eos, doueez ar gouloù-deiz, a skrapas Kefalos, un deiz p'edo ar paotr o hemolc'hiñ. En em garout a rejont, ur mab a voe ganet, hag anvet Faethon (netra da welout gant Faethon, mab Helios. Skridoù zo a ra anv eus bugale Kefalos hag Eos, anvet Tithonos hag Hesperos.
Goude eizh vloaz e fellas da Gefalos distreiñ gant e wreg Prokris, ma voe taolet ur mallozh gant Eos warne. Hag an doueez da lavarout ne oa ket manet feal ar wreg keit-se moarvat.
Mojenn Prokris
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distro d'ar gêr, setu Kefalos sot adarre gant an abadennoù hemolc'h. Evit gouzout pegen feal e oa e wreg, pe e oa bet, e tistroas eus e chaseadenn gant dilhad all hag e klaskas hoalañ anezhi. Ha Prokris da dec'hel d'ar c'hoadoù da hemolc'hiñ gant an doueez Artemis.
Pa zistroas-hi d'ar gêr e oa daou brof ganti, bet digant an doueez : ur goaf hud ha ne c'hwite kammed war e bal, hag ur c'hi ken burzhudus all, anvet Lailaps, ha ne c'hwite ket war e breizh. Ar c'hi a yeas da goll un deiz war-lerc'h louarn Teumes, hag an daou loen a voe troet e mein. Chom a rae ar goaf.
Bepred e oa ken sot Kefalos gant ar chase, ha tapout a rae ar goaf bemdez, ken e oa savet gwarizi e Prokris a gave dezhi ez ae da verc'heta.
Un deiz ma oa an hemolc'her o tiskuizhañ ouzh ur wezenn, tapet tomm gantañ, edo o kanañ ur sonennig d'an avel Aura. Klevet e voe gant un tremeniad hag a soñje dezhañ e oa oc'h ober al lez d'ur chevrenn. Pa glevas Prokris ar c'heloù ez eas da eveshaat he fried. Pa oa Kefalos o kanañ e kavas dezhi edo adarre gant e gamaradez kozh, an doueez Eos. Ha hi d'ober ur fiñv. Hag ar chaseer, pa glevas an trouz, da grediñ e oa ul loen o tont, ha da skeiñ e c'hoaf ha ne c'hwite gwech ebet. Ha treuzet Prokris gant an arm. Mervel a reas etre e zivvrec'h, o lavarout dezhañ: Arabat dimeziñ da Eos.
Ken glac'haret e oa Kefalos kaezh ma kemeras penn an hent d'an harlu.
Goude marv e bried
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Addimeziñ a reas Kefalos d'ur verc'h da Minyas, anvet Klymene. Ur mab o doe, anvet Arkeisios, a renas war lerc'h e dad, hag a vefe bet tad da Laertes, a oa tad Odysseüs.
Hervez un doare all eus ar vojenn en dije bet pevar mab hag a savas peder c'heoded : Sami, Krani, Pali, Pronnoi, hag a voe peder stad Kefallenia.
Bepred e soñje Kefalos e Prokris avat, ma en em lazhas o lammat er mor eus kab Leukas.
Menegoù en oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneg eus Kefalos ha Prokis a gaver div wech gant Ovidius:
- e trede levrenn an Ars Amatoria
- e seizhvet levrenn ar Metamorfozoù.
Adkontet eo ar vojenn e Cephalus and Procris; Narcissus, ur varzhoneg e 1595 diwar zorn Thomas Edwards.
Meneg anezho ivez zo e pezh Shakespeare, Midsummer Night's Dream (V, i), er gaoz etre Pyramus ha Thisbe ez eus anv eus "Shafalus" ha "Procrus."
C'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Il rapimento di Cefalo, gant Caccini (war-dro 1600),
- Céphale et Procris, gant André Grétry (1773),
- Cefalo e Procri, gant Ernst Krenek (1934),
- oberennoù all gant Juan Hidalgo de Polanco (1660), Elisabeth Jacquet de la Guerre (1694), ha Johann Philipp Krieger (1690).
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud anvet Kefalos en Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kefalos a oa anv un den genidik eus Sirakuza hag a oa bet pedet gant Perikles d'en em staliañ en Aten er Vvet kantved, e lec'h ma oa e penn ur mell stal hag a bourveze skoedoù evit an hoplited. Anv zo anezhañ en diviz Ar Republik gant Platon (levrenn gentañ) a-gevret gant e dri mab : Euthydemos, Polemarc'hos ha Lysias. Perzh a gemeras ar re-mañ e diazezadur trevadenn Thourioi (pe Thurium diwar al latin) e kreisteiz Italia, bet divizet gant Perikles ha kaset da vad gant tud tost dezhañ evel Hippodamos Miletos, Protagoras pe Herodotos. Distreiñ a reas Lysias da Aten, ma teuas da vezañ unan eus gwellañ Prezegerien Attika.
- Kefalos, prezeger en Aten, goude mare an Tregont Mac'homer
- Kefalos, ur Molossian a vrezelias gant Perseüs en Trede Brezel Makedonian[1]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cephalus and Procris; Narcissus, barzhoneg gant Thomas Edwards e 1595.
- E Midsummer Night's Dream (Act V, scene i), ez eus anv eus "Shafalus" ha "Procrus" gant Pyramus ha Thisbe.
- "The Attic boy" e-barzh Il Penseroso gant Milton zo ivez un damveneg eus mojenn Kefalos[2].