Kazoar
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Ur c'hazoar divgreskennek.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Casuariiformes | ||
Kerentiad : | Casuariidae | ||
Anv skiantel | |||
Casuarius Brisson, 1760 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hazoared[1] eo an evned a ya d'ober ar c'herentiad Casuariidae hag ar genad Casuarius war un dro.
Krouet e voe ar genad e 1760 gant an evnoniour gall Mathurin Jacques Brisson (1723-1806).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evned bras int ha dic'houest da nijal.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em vagañ a reont diwar frouezh dreist-holl. Debriñ a c'hellont plant, divellkeineged ha mellkeineged bihan ivez.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a reont e koadoù trovanel Ginea Nevez hag e biz Aostralia.
Spesadoù hag an isspesadoù anezhe[2]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri spesad a ya d'ober ar genad :
- ar c'hazoar Bennett (Casuarius bennetti)
- C. b. bennetti, C. b. papuanus,
- ar c'hazoar divgreskennek (Casuarius casuarius),
- ar c'hazoar gouzoug aour (Casuarius unappendiculatus).